Universal Television
| Tachenn obererezhioù | television production, broadcast syndication, skinwel |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1943, 1956, 2014, Here 2019 |
| Anv ofisiel | Universal Television, Studios USA, Universal Television, Universal Studio Group |
| Den heverk | Pearlena Igbokwe |
| Diazezer | Barry Diller |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Furm lezennel | subsidiary company |
| Perc'hennet gant | NBCUniversal |
| Aozadur mamm | NBCUniversal Media Group, MCA Inc., Universal Filmed Entertainment Group, NBCUniversal |
| Organizational divisions | SNL Studios, EMKA, Ltd. |
| Sez sokial | Universal City, 10 Universal City Plaza |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.nbcumv.com/studios-distribution/universal-television-alternative-studio |
Universal Television LLC (berraet en UTV), anvet gwechall NBC Universal Television Studio hag Universal Media Studios, zo un embregerezh produiñ skinwel stadunanat. Bez eo ivez skourr studio skinwel Universal Pictures, savet e 2004, evel warlerc'hier Revue Studios, NBC Studios, Studios USA Television, PolyGram Television, USA Cable Entertainment hag MCA Television Entertainment, gant an anv NBC Universal Television Studio, evit ober dave da studio Universal Television. Un isrann eo eus Universal Studio Group, hag a zo un isrann eus NBCUniversal, hag a zo perc'hennet holl gant Comcast. An embregerezh a zo unan produiñ evit ar rouedad skinwel NBC. A-raok e oa NBC Studios hag a oa karget eus an obererezhioù-se, hag ul lodenn vat eus an oberennoù produet a zo skignet war rouedad an embregerezh pennañ.
Brudet eo ivez evel Open 4 Business Productions pa vez gwelet ar gwirioù ouzh ar skramm eus lod stiradoù skinwe produet gant ar studio abaoe 2009.