United Defense M42
| United Defense M42 | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher UDM42, dezhi daou garger stag an eil ouzh egile evit gellet adkargañ an arm buanoc’h | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum .45 ACP (kentpatrom) |
| Ijiner | Carl G. Swebilius |
| Produerien | United Defense Supply Corporation / Marlin Firearms |
| Mare produiñ | 1942 - 1943 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,54 kg |
| Hirder | 820 mm |
| Hirder ar c'hanol | 279 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 335 m/s |
| Lusk-tennañ | Etre 700 ha 1000 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv 25 kartouchenn Kargerioù fiñv 25 kartouchenn stag-ouzh-stag |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An United Defense M42 zo ur bistolenn-vindrailher stadunanat ijinet gant Carl Gus Swebelius e 1940. Implijet e voe gant kevredidi ar Stadoù-Unanet da vare an Eil Brezel-bed dreist-holl[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa grogas ar Stadoù-Unanet gant ar brezel e 1941 e oa daou seurt pistolennoù-mindrailher e servij e arme ar vro : an Thompson savet un ugent vloaz bennak a-raok, hag ar Reising, a oa bet roet d'ar Marines dreist-holl. Servij pourveziañ an US Army a c'houlennas e vije savet unan nevez, ken fiziapl hag an Thompson met marc'hadmatoc'h da broduiñ. Dedennet e voent gant ur c'hentpatrom savet gant Carl G. Swebilius ha breouet gantañ e dibenn 1940, pa oa o labourat evit an High Standard Manufacturing Company[2].
Un arm kambret e 9 mm Parabellum e oa, gouest da dennañ e mod damaotomatek, koulz hag e mod aotomatek a-drugarez d'ur wikefre dre argil. Pourveziet e oa gant ur c'harger 25 kartouchenn, pe gant daou garger stag-ouzh-stag. Un nebeud kentpatromoù kambret e .45 ACP a voe amprouet, met daoust d'o disoc'hoù mat e voe korbellet an arm, dreist-holl pa oa bet boulc'het produiñ a-yoc'h an Thompson dija[2].
E 1942 e voe aotreet an United Defense Supply Corporation, un embregerezh all, da sevel armoù evit kevredidi ar Stadoù-Unanet, tra ma ne ziheñche ket danvez ha dafar a oa ret evit arme ar vro. Abalamour e oa re vihan e uzinoù e kavas an embregerezh un emglev gant Marlin Firearms evit produiñ pistolenn-vindrailher Swebilius dindan an anv United Defense M42, pe UD M42[2].
15.000 skouerenn a voe urzhiet gant an Izelvroioù e miz Meurzh 1942 evit bezañ kaset d'o zrevadennoù en Azia, met pa voent ac'hubet gant Japan e kavjont un emglev gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet, a brenas anezho evit pourveziañ an OSS nevez-krouet[3]. 2.405 skouerenn eus an UD M42 a voe harzlammet da rezistanted Bro-C'hall etre miz Genver ha miz Here 1944[4], met ar braz anezhe a voe seziset gant an Alamaned. Emsavoù rezistañs broioù all evel Gres pe Yougoslavia a resevas an arm ivez[2].
Goude an Eil Brezel-bed ne gavas an arm pratik ebet, daoust da strivoù Marlin, a baouezas da esaeañ gwerzhañ anezhañ e 1952[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 211
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (en) CANFIELD Bruce N., The UD M.’42 Submachine Gun: A Clandestine Tool For The OSS, American Rifleman, 17/09/2022 (lennet d'ar 25/02/2025)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, UD M42, Modern Firearms (lennet d'ar 25/02/2025)
- ↑ (en) "M42" UD (United Defense) Submachine Gun, American Rifleman, 24/04/2014 (lennet d'ar 25/02/2025)
| ||||||||||||||||||||||||||