Mont d’an endalc’had

Union Repeating Gun

Eus Wikipedia
Union Repeating Gun
Mindrailherez Agar
Skeudenn ar pennad Amar (miobdrailherez)

Un Union Repeating Gun
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Mindrailherez yenaet dre aer
Mont en-dro Tennata dre zorn, dornikell da dreiñ
Munisionoù Kartouchennoù paper, boledoù .58 (14,73 mm)
Ijiner Wilson Ager (pe Agar)
Bloavezh krouidigezh 1861
Mare servij 1861-1865 (Arme an Unaniezh)
Pouez ha muzulioù
Hirder 1.422 mm
Hirder ar c'hanol 890 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 120 tenn/mn
Hed-tenn efedus 700-900 m

An Union Repeating Gun ("Arm-tennata an Unaniezh"), anvet ivez Agar gun (pe Ager gun), ha lesanvet Coffee Mill Gun (arm milin-gafe) gant soudarded 'zo, a oa ur vindrailherez ijinet e 1861 hag implijet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e oa bet roet lañs bras d'an ijinerezh brezel evit dont a-benn da verraat padelezh ar brezel gant an daou du engouestlet. An Agar machine gun (Mindrailherez Agar), diwar anv Wilson Agar (skrivet a-wechoù Ager), an den en doa breouet anezhi e Bro-Saoz, a oa unan eus an hanter-kant bennak a vindrailherezioù dre zorn a voe savet e-deroù ar brezel[1].

Ar vindrailherez a oa bet lesanvet Coffee Mill Gun[2] dre ma oa damheñvel he sistem pourveziañ dre c'hravitadur ouzh ur mekanik kafe eus ar mare-se. Ennañ e veze enlakaet kartouchennoù paper, dezhe boledoù Minié .58 meutad (14,73 mm), ha dav e oa treiñ dornikell ar wikefre evit lakaat an arm da dennañ. Ne oa sistem yenaat ebet gant ar vindrailherez da gentañ, ar pezh a zegasas kudennoù mont en-dro. Evit o diskoulmañ e voe pourveziet bep a arm gant daou ganol ouzhpenn a c'halle bezañ cheñchet, hag ouzhpennet ur sistem yenaat dre aer simpl[1].

Implijet e voe an arm a-nebeudoù e-pad emgannoù ar Brezel diabarzh, ha tennet e voe eus ar servij e 1865[2]. Ne voe ket produet kalz skouerennoù anezhañ, pa gave gwelloc'h pennoù meur an arme heñchañ amzer ha danvez an industriezh war-zu mouskedoù klasel evit o zroadegiezh[1].

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) McCOLLUM Ian, Union Repeating Gun, Forgotten Weapons (lennet d'ar 24/05/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) CANFIELD Bruce N., Rifleman Q&A: An Auger Gun In The Civil War?, American Rifleman, 06/06/2021 (lennet d'ar 24/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan