Mont d’an endalc’had

Unihertz

Eus Wikipedia
Logo Unihertz
Unihertz
embregerezh
Tachenn obererezhioùconsumer electronics industry Kemmañ
Produpoellgomz Kemmañ

Unihertz zo un embregerezh sevel poellgomzioù sinaat diazezet e Shanghai, e Sina[1]. Un embregerezh eo hag a sav poellgomzioù oc'h implij ar savenn Android OS, o klask tizhout pratikoù resis hag a glask implij arc'hweladurioù evel un douchennaoueg gwirion, stummoù poellgomzoù bihan, kaout div skramm, podoù-tredan hirb, doareoù da hirbanañ, solud...

Ar merk enrollet Unihertz®[2] a oa krog da vezañ brudet dre ar savenn Kickstarter. Kentañ steuñv poellgomz an embregerezh a oa bet unan bihan 4G anvet Unihertz Jelly e 2017. Rastellet e oa bet 1,25 milion a zollarioù dre ar stumm arc'hantaouiñ a-stroll.

Alies eo bet keñveriet gant Blackberry evit implij touchennaouegoù gwir ha tresoù damdost ouzh poellgomzioù an embregerezh kanadian. Tabutoù gwirel a zo bet etre an daou embregerezh dre ma oa re dost lod poellgomzioù (a-fed ment, stumm...).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]