Undead Unluck
| Titl | アンデッドアンラック |
|---|---|
| Labour da-heul | Undead Unluck |
| Aozer | Yoshifumi Tozuka |
| Ti-embann | Jump Comics |
| Deiziad embann | 20 Gen 2020 |
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Prizioù resevet | Next Manga Award |
| Hollved faltaziek | Undead Unluck universe |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.shonenjump.com/j/rensai/undead.html |
| Bet embannet e | Weekly Shōnen Jump |
| Arvesterien pal | Shōnen |
| Frañchiz media | Undead Unluck |
Undead Unluck (japaneg: アンデッドアンラック, Hepburn: Andeddo Anrakku) zo un heuliad mangaoù japanat skrivet ha treset gant Yoshifumi Tozuka. Da gentañ eo bet embannet a dammoù er gelaouenn Weekly Shōnen Jump abaoe Genver 2020 a-raok bezañ, embannet e stumm tankōbon gant an ti-embann Shūeisha.
Ur stirad skinwel tresadenn-vev a zo bet savet ha produet gant TMS Entertainment ha kendreset gant David Production, ha skignet evit ar wech kentañ e miz Here 2023.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuuko Izumo zo ur vaouez yaouank 18 vloaz o vevañ hep kaout liamm gant den ebet abaoe marv he zud en ur gwallzarvoud karr-nij 10 vloaz 'zo. Tapet eo hi gant ur c'hleñved a laka an dud da gaout un dichañs spontus (betek mervel) ma touchont anezhi. Ur wech echuet he heuliad manga karetañ e choaz en em lazhañ en ur lammat dindan un tren. Un den iskis lesanvet "undead" a saveta anezhi. Eñ en deus ur galloud kement hag ur mallozh: ne c'hell ket mervel. Memes ma vez distrujet a vil damm, e gorf a vo adsavet. Lesanvet e vo "Andy" gant Fuuko o sevel ur c'hoari-ger gant ar ger "undead". Kregiñ a reont da labourat asambles o stourm a-enep un aozadur anvet an Unvaniezh (ユニオン, Yunion).