Unanenn steredoniel
Unanenn steredoniel | |||||||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
![]() | |||||||||||||||||||||||||||||||
| |||||||||||||||||||||||||||||||
Reizhiad | International Astronomical Union (IAU) Système International d'Unités (SI) | ||||||||||||||||||||||||||||||
Kementad | Hedoù | ||||||||||||||||||||||||||||||
Arouez | au (astronomical unit, ofisiel), au, AU | ||||||||||||||||||||||||||||||
|
Er steredoniezh e reer unanenn steredoniel (berraet dre au, astronomical unit, hervez erbedadenn 5 diviz B2 an International Astronomical Union (IAU) e 2012[1] ha hini ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM) e 2019[2]) eus un unanenn hed kevatal da 149 597 870 700 ± 3 metr.
Dre vras e lakaer 1 unanenn steredoniel da gevatal d'an hed etre an Douar hag an Heol, da lavaret eo e-tro da 150 milion a gilometroù ha da 8 munutenn da dizh ar gouloù er goullo (299 792 458 metr dre eilenn).
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divizet e oa bet termenadur an unanenn steredoniel e-kerzh XVIvet Kendalc'h an IAU e Grenoble e 1976, ha resisaet eo bet e 2012 gant an XXVIIIvet Kendalc'h e Beijing.
- E 1976
- "Unanenn steredoniel" (A) a raed eus an hed e koskoriad an Heol ma talvez astalenn gerc'hellel Gauss (k) kement ha 0,01720209895 mar greer gant unanennoù an IAU evit an hedoù, tolz an Heol (1,9885 × 1030 kg) ha pad un devezh (86 400 s). Neuze, 1 A = 149 597 870 000 metr[3].
- Adalek 2012
- 1 au = 149 597 870 700 ± 3 metr, eleze 8 munutenn ha 19 eilenn da dizh ar gouloù er goullo[1].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an unanenn steredoniel evit muzuliañ an hed etre ar planedennoù a zo e koskoriad an Heol. Re vihan eo avat evit muzuliañ ar pellder etre ar steredennoù : ar parsec (pc) eo an unanenn a implijer en degouezh-se : 1 pc = 648 000 / au = 206 264,80624709635656598954519745 au = 30 856 775 814 913 673 metr.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Resolution B2 @ IAU. Kavet : 13 C'hwe 25.
- ↑ (en) (fr) Brochure sur le SI, 9vet embannadur (PDF) @ BIPM. Kavet : 13 C'hwe 25. ;
AU
a gaver ivez. - ↑ (en) (fr) XVIvet Kendalc'h @ IAU. Kavet : 13 C'hwe 25.