Una, Grande y Libre

Eus Wikipedia

Una, Grande y Libre (Unan, Meur, Dishual) e oa ger-stur kostezenn ar jeneral Francisco Franco e-pad an diktatouriezh, da zisplegañ o meizad eus Spagn:

  • Unan, da lavarout eo a-enep disrannouriezh pobloù Euskadi ha Katalonia,
  • Meur dre hec'h istor hag hec'h impalaeriezh (kollet) en Amerika, Okeania, Afrika
  • Dishual diouzh ar broioù ha levezonoù estren (Yuzevien, marksourien).

¡Una, Grande y Libre! a veze respontet gant ar selaouerien alies goude prezegennoù, evel ma vez lavret Amen en iliz. Ar prezeger a huche ¡España! teir gwech, hag ar selaouerien a responte bep tro ¡Una!, ¡Grande!, hag en trede gwech ¡Libre!. Goude-se e veze klevet ¡Arriba España!, ¡Arriba! José Antonio, ¡Presente!, Caídos por Dios y por España, ¡Presente! ¡Viva Franco!, ¡Viva!, pe ¡Franco, Franco, Franco…!