USS Sagamore (1861)
| Doare lestr | Unadilla-class gunboat |
|---|---|
| Anv | USS Sagamore |
| Darvoud-alc'hwez | ship launching, ship commissioning, ship decommissioning |
| Oberataer | United States Navy |
| Lec'h produiñ | Boston |
| Stad pavilhon | Stadoù-Unanet |
An USS Sagamore a oa ur bag-kanoliañ klasad Unadilla savet evit an Morlu ar Stadoù Unanet hag a oa bet o servij e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Dafaret e oa bet al lestr-brezel evel ur bag-kanoliañ ha lakaet da gemer perzh e Blokuz an Unvaniezh evit mougañ Stadoù Kengevreet Amerika. Sagamore a oa bet oberiant-kenañ a-hed ar brezel diabarzh, servijet en doa an Unvaniezh evit gedredoù met ivez evit bombeziñ.
E servij Morlu ar Stadoù Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1861 en arsanailh Boston
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ lestr eus Morlu ar Stadoù Unanet o vezañ anvet USS Sagamore — savet gant the A. & G. T. Sampson hag Atlantic Works Boston, Massachusetts — a oa bet moret d'ar 1añ a viz Gwengolo 1861 ha degemeret er servij d'ar 7 a viz Kerzu 1861 en arsanailh Boston.
Brezel diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blokuz pleg-morg ar Reter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 26 a viz Du 1861, al lestr Sagamore, dindan urzhioù William McKean, ea oa bet kaset da gemer pezh e skouadrenn blokuz pleg-mor ar reter hag a oa oc'h evezhiañ morioù arvorioù Florida, Alabama, ha Mississippi.
Ar c'hentañ kejadenn etre ar Sagamore hag enebourien a oa bet en Apalachicola (Florida). D'an 3 a viz Ebrel 1862, martoloded armet eus ar Sagamore hag an USS Mercedita o devoa aloubet kêr hep ma vefe stourmet outo.

D'an 30 a viz Even 1862, ar Sagamore a oa bet o tagañ Tampa e Florida ; rediet e oa bet al lestr da vont kuit goude un eskemm tennoù gant ur c'hanol arvorel kevredet.
D'an 11 a viz Gwengolo, un dilestradeg gant soudarded eus ar Sagamore a oa deuet a-benn da zistrujañ ur palud-holen, hag a c'helle produiñ betek 200 poezellad bemdez, e St. Andrews Bay, e Florida.
Ar Sagamore a oa deuet a-benn da herzel al lestr enep blokuz saoz, ar schooner By George nepell diouzh ar stêr Indian, e Florida d'ar 1añ a viz Kerzu. Al lestr a oa karget gant kafe ha sukr.
E miz Genver 1863, ar Sagamore a oa bet oc'h herzel an Avenger, ar Julia, ha distrujet ar skloup Elizabeth. Goude-se e oa deuet a-benn da herzel ar skloup Enterprise d'an 8 a viz Meurzh 1863, hag ar skloup New York d'ar 26 a viz Ebrel.