Mont d’an endalc’had

USS Pueblo (AGER-2)

Eus Wikipedia
USS Pueblo
research vessel, preserved watercraft
Doare lestrBanner-class environmental research ship Kemmañ
Implijmuseum ship Kemmañ
AnvUSS Pueblo Kemmañ
Anv ofisielUSS Pueblo Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadPyongyang Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°59′28″N 125°43′31″E, 39°2′26″N 125°44′23″E Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPueblo incident, ship launching Kemmañ
DastumadVictorious Fatherland Liberation War Museum Kemmañ
OberataerUnited States Navy, United States Army Kemmañ
Lakaet er servij7 Ebrel 1945 Kemmañ
Stad pavilhonRepublik Poblel ha Demokratel Korea Kemmañ
Pennant numberAGER-2, AKL-44, FP-344, FS-344 Kemmañ
Map

An USS Pueblo (AGER-2) a oa ur vag enklask teknikel eus ar rummad Banner, lakaet er servij e-kerzh an Eil Brezel-bed, ha troet en ur vag spiañ e 1967 gant an United States Navy. Bet e oa o pakañ titouroù hag o seveniñ enklaskoù moroniezh, o spiañ an eskemmoù elektronek ha radio eus Norzhkorea. D'an 23 a viz Genver 1968, ar vag a voe taget hag harzet gant bigi norzhkorean, ar pezh a zo deuet da vezañ "Gwallzarvoud Pueblo"[1].

Harzidigezh ar vag hag an 83 bourzhiad - unan a voe lazhet e-kerzh an dagadenn - a oa bet nebeutoc'h evit ur sizhun goude ar gemennadenn war stad an Unaniezh gant ar prezidant Lyndon B. Johnson dirak Kendalc'h ar Stadoù-Unanet hag ur sizhun a-raok Argadenn an Tết e Su Viêt Nam e-kerzh Brezel Viêt Nam ha tri devezh goude ma vije bet 31 ezel eus an Unvez 124 eus servijoù ispisial Norzhkorea o treuziñ Takad disoudardet Korea (DMZ) hag o lazhañ 26 Sukorean ha ' Stadunanad e-kerzh tagadenn an Ti Glas (palez ar galloud erounit) er gêr-benn Seoul. Harzadenn ar Pueblo ha jahinerezh ar vourzhidi e-kerzh an unnek miz da-heul a oa bet un darvoud kalet eus ar Brezel yen , o wasahat an darempredoù etre ar C'hornôg ha galloudoù bloc'had ar Reter.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]