UPASP
Unvaniezh Postel Amerika, Spagn ha Portugal (UPASP) (spagnoleg : La Unión Postal de las Américas, España y Portugal (UPAEP) ; portugaleg : União Postal das Américas, Espanha e Portugal) zo un unaniezh rannvroel damheñvel ouzh Unvaniezh Postoù ar Bed (UPB). Krouet e oa bet e 1911 hag emañ e sez e Montevideo, en Uruguay. Pal an aozadur etregouarnamantel-se eo sevel un endro postel hepken etre e izili, evit aesaat dasparzh al lizheroù hag an treuzkas arc'hant etre an annezidi.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dalc'het e voe Kendalc'h Postel Suamerika (Congreso Postal Sudamericano e spagnoleg ) d'an 8 a viz Genver 1911 gant kannaded eus Arc'hantina, Bolivia, Brazil, Chile, Ecuador, Paraguay, Perou, Uruguay ha Venezuela. Diwezhatoc'h (1926) e voe adanvet ar sindikad Kendalc'h Postel Panamerikan (Congreso Postal Panamericano e spagnoleg), Kendalc'h Postel Amerika-Spagnol (Congreso Postal Americoespañol) e 1936, Unvaniezh Postoù Amerika ha Spagn e 1966, hag Unvaniezh Postoù Amerika, Spagn ha Portugal e 1990.
Palioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reiñ lañs d’ar servijoù postel er bed hag er rannved, gwellaat anezho e pep bro dre vodernaat anezho ha dre stummañ an dud a ra war-dro.
- Kenurzhiañ ha brudañ ur c'henlabour efedus evit diorren ar servijoù post er broioù ha tiriadoù a zo emezelet en aozadur.
- Kenurzhiañ ha brudañ an eskemm titouroù etre an izili war an dachenn oberiant, evit anavezout gwelloc’h ar reolennoù hag al lezennoù.
- Gwellaat perzhioù mat ar servijoù, an etrekevreañ ha surentez ar rouedadoù dre implij teknologiezhioù kelaouiñ ha kehentiñ a sikourfe da vuzuliañ kalite ar servijoù postel, evit bastañ da c'houlennoù an implijerien hag ar pratikoù.
- Kas ar program-se da benn en ur chom kenglot gant strategiezh Unvaniezh Postoù ar Bed. Derc’hel da eskemm, da gelaouiñ an aozadur etrebroadel-se hag ar strolladoù a labour gantañ.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]28 a diriadoù ha stadoù a ya d’ober an unvaniezh :
- Stadoù dizalc’h : Arc'hantina, Bolivia, Brazil, Chile, Costa Rica, Kanada, Kolombia, Kuba, Republik Dominikan, Ecuador, Guatemala, Haiti, Honduras, Mec'hiko, Nicaragua, Panama, Paraguay, Perou, Salvador,Stadoù-Unanet Amerika, Surinam, Uruguay ha Venezuela ;
- Stadoù emren : Antilhez Nederlandat, enez Aruba hag Enez Sant-Martin ;
- Stadoù dizalc’h Europa : Spagn ha Portugal.
Timbroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da heul un diviz votet e Kendalc'h UPASP e La Habana e 1985 e voe dibabet kinnig bep bloaz un danvez bennak evit ma embannfe pep melestradurezh un timbr gant anv an aozadur, war batrom ar C.E.P.T. en Europa.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Lec’hienn an UPASP