Tzipi Livni

Eus Wikipedia
Tzipi Livni d'ar 24 a viz Genver 2008

Tzipora (Tzipi) Livni (hebraeg: ציפי לבני), hag a zo bet ganet e Tel Aviv d'ar 5 a viz Gouere 1958, a zo ur bolitikourez israelat. Abaoe m'eo bet dilennet evel kannadez Likoud er C'hnesset e 2001 he deus bet meur a garg e meur a c'houarnamant. D’ar 4 a viz Mae 2006 eo anvet da vinistrez an aferioù diavaez ha da veskentañ ministrez. E 2006 eo bet kalaet da 40vet plac'h c'halloudusañ ar bed gant ar gazetenn Forbes, 39vet e voe e 2007, hag 52vet e 2008. Dilennet eo bet e penn ar strollad politikel Kadima d'ar 17 a viz Gwengolo 2008, hag abaoe an devezh-se e oa war ar renk evit bezañ kentañ ministrez evit kemer plas Ehud Olmert evel kentañ ministr. Daou zen all a oa ivez war ar renk : Ehud Barak (Strollad al labour) ha Benyamin Netanyahu (Likoud). Daoust ma oa he strollad Kadima e penn ar votadegoù eo hemañ diwezhañ a zo bet karget gant Shimon Peres da vezañ Ministr Kentañ.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h Eitan Livni eo Tzipi Livni. He zad, hag a oa un divroad eus Polonia, a oa e penn Irgoun, hag ec'h aozas ar gwalldaol a-enep da sez ar melestradur breizhveuriat, en ostaleri King David e 1946. Goude-se e voe ezel eus Likoud ha kannad. He mamm, Sara Rosenberg hec'h anv, a oa ivez ezel eus Irgoun[1].

Mossad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude he skoliadur e teuas Tzipi Livni da vezañ letanant e Tsahal, hag e labouras evit Mossad etre 1980 ha 1984. Adalek 1984 e kendalc'has gant he studioù war ar gwir. Pa oa ezel eus Mossad e labouras war an dachenn (kêrbennoù Europa), asambles gant « komandoioù e-karg eus raskiñ stourmerien muzulmat ».

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tzipi Livni a zo bet diplomet war ar gwir gant skol-veur Bar Ilan. Labouret he deus evel gwiraourez, hag arbennigourez war ar gwir foran ha gwir ar c'henwerzh eo. War wel e teuas adalek 1996, pa voe anvet da Renerez ofis ar c'hevredadoù stad. Er post-se e rankas lakaat prevez ar monopolioù dalc'het gant ar stad.

Er parlamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1999 e voe dilennet kannadez Likoud er C'hnesset. Ezel e voe eus meur a vodad-labour : gwir ha justis, luskañ gwirioù ar merc'hed, hag ivez prezidantez an is-bodad e-karg eus al lezennoù a-fet gwennañ arc'hant.

Er gouarnamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2001-2005[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 2001 ha 2003 e voe ministrez ar c'henlabour rannvro, ha hini al labour-douar ha diorren ar maezioù e 29vet gouarnamant renet gantAriel Sharon. E 2003 (30vet gouarnamant) e voe ministrez al lojañ, an enframmañ, ar justis hag an aferioù diavaez. Ar garg-se a voe roet dezhi goude meur a zilez e Likoud, ur wech krouet Kadima e dibenn 2005. D'an 12 a viz Du 2005 e voe an den kentañ eus an tu dehou o kemer ar gaoz pa voe aozet kounadur ofisiel 10 vloaz muntr Yitzhak Rabin. E miz Du 2005 e kuitaas Likoud hag ez eas e-barzh Kadima. E 2005 e savas a-du gant ar steñv kuitaat an tiriadoù aloubet bet savet gant Ariel Sharon. Lakaat a reas holl he fouez evit ma vefe asantet er C'hnesset, hag e klaskas kendrec'hiñ izili Likoud a oa a-enep.

Tzipi Livni gant Cristina Fernandez de Kirchner, prezidantez Arc'hantina

D'ar 1añ a viz Kerzu 2005 ec'h embannas e teufe ar gloued surentez savet gant Israel e Sisjordania da vezañ un harz etre Israel hag ar balestiniz.

2006-2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe kaset Ariel Sharon d'an ospital e soñjas d'an holl e kemerfe Livni penn Kadima, met ne reas ket. Gounezet e voe an dilennadegoù gant Kadima, ha d'ar 4 a viz Mae 2006 e voe degemeret Livni evel bezkentañ ministr ha ministrez an diavaez e gouarnamant Ehud Olmert. Dilennet e voe ivez er C'hnesset. Tzipi Livni eo an ezel kentañ eus ur gouarnamant israelat a ra an diforc'h etre tagadennoù palestinian a-enep d'an arme hag ar re a-enep da siviled. D'an 28 a viz Meurzh 2006 e lavaras war ur chadenn skinwel amerikan : : «Somebody who is fighting against Israeli soldiers is an enemy and we will fight back, but I believe that this is not under the definition of terrorism, if the target is a soldier», da lavaret eo « An neb a dag soudarded Israel a zo un enebour, hag e stourmimp a-enep dezhañ, met ma'z eo ur soudard pal an dagadenn, ne dalvez ket ez eus anv eus sponterezh.» Goude ar brezel etre Israel ha Liban e 2006 e voe rebechet ouzh Olmert an doare ma veras ar brezel-se. E dibenn miz Ebrel 2007 e voe embannet ur stumm da c'hortoz eus danevell Winograd, enni dielfennañ perak e voe koll Tsahal er brezel-se. Livni a c'houlennas neuze ma tilezfe Olmert, hag e kinnigas kemer e blas e penn Kadima. D'an 2 a viz Mae 2007 ec'h embannas ne felle ket dezhi e vefe aozet dilennadegoù dre ziaraok, hag ec'h embannas ivez ne felle ket dezhi dilezel he fost er gouarnamant ha kas ar gouarnamant d'ar strad. War-un-dro ec'h adembannas memes tra e oa prest da vezañ kentañ ministr da c'hortoz. Olmert ne gemeras ket hec'h ali e kont, ha reuz a savas abalamour d'ar pezh he doa lavaret. Gwelet fall e voe er c'hazetennoù, hag ar gazetennerien hag a rebeche outi he diouer a galon a lesanvas anezhi « Tizipi the Knife ».

2008[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma vefe bet gouezet an aferioù breinadur ha flod a oa stag ouzh anv Olmert en em ginnigas Livni evel politikour propañ Israel. Er sontadegoù e weler ez eo an den nemetañ a c'hall ober kevezerezh gant Benyamin Netanyahu. Daoust da se n'he deus ket Livni kalz chañsoù da c'hounit. Ma teufe a-benn e vefe an eil maouez o tont da vezañ kentañ ministr Israel, goude Golda Meir. War fallaat ez eo aet he darempredoù gant Olmert, hag e kav dezhañ n'eo ket ur plac'h feal. D'an 31 a viz Gouere 2008 ec'h embannas Ehud Olmert e zilez, en ur lavarout memes tra e chomfe gant e bost betek ma vefe aozet dilennadegoù diabarzh Kadima. Soñjal a reer e vo trec'h Tzipi Livni a-enep da Shaul Mofaz, hag a zo skoazellet gant Olmert. D'an 22 a viz Gwengolo 2008 e c'houlennas Shimon Peres diganti sevel ar gouarnamant nevez. Ne zeuas ket a-benn, setu perak e rankas Peres aozañ dilennedagoù 2009.

He mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tzipi Livni ne zebr tamm kig ebet hag e stourm ivez evit ma vo doujet da wirioù al loened. Deuete eo a-benn da lakaat difennet ar werzhañ avu lart en Israel, ar pezh a laka anezhi da vezañ gwelet fall gant pennoù bras ar gounezvouederezh[2]. Evit a sell ouzh Israel e sav a-du gant mennozh Israel Veur, evel m'eo prometet er Bibl. Daoust da se e oar emañ Israel en arvar, abalamour da boblañsouriezh Palestina. Krediñ a ra e ranko Israel dilezel un nebeud tiriadoù evit ma c'hallfe ar Balestiniz krouiñ o stad. Setu perak eo savet a-du p'eo bet kuitaet bandenn Gaza, ha setu perak ivez eo aet e-barzh Kadima. Ar Balestiniz a gavas anezhi sirius, eeun hag en hec'h aez e-pad ar c'henvreutaerezh[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tzipi Livni, an ex-spy who defies stereotypes, may one day lead, Los Angeles Times, 9 a viz Gouere 2007.
  2. Israel Valley.com
  3. Tzipi Livni, sur les traces de Golda Meir, Le Figaro, 26 a viz Even 2008, pajenn 16

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.