Type 4 Ka-Tsu
| Iskevrennad eus | karbed hobregonet dezougen soudarded |
|---|---|
| Bro orin | Impalaeriezh Japan |
| Lakaet er servij | 1943 |
An Type 4 dilestrañ ispisial Ka-Tsu (japaneg: 特四式内火艇 カツ, toku-yon-shiki uchibitei Ka-Tsu) a oa ur c'harbed dilestrañ ha dour-ha-douar japanat eus an Eil Brezel-bed. Ar c'hentañ pimpatrom a oa bet echuet e fin ar bloavezh 1943 hag arnodoù a oa bet sevenet e Kure e miz Meurzh 1944.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skiant-prenet Japan en emgann en Inizi Salomon e 1942 en doa diskouezet e oa kudennoù bras a-fed pourveziñ an nerzhioù lu japanat. Brezel ar Meurvor Habask a oa unan war inizi ar pezh a oa ur skoilh ramzel d'ar Japaniz rak ezhomm a oa kaout mestroniñ war an oabl hag ar mor evit bezañ efedus en ur chom gant memes doareoù pourveziñ. Morlu Impalaeriezh Japan a oa bet bliv o kregiñ gant steuñv un traktour dour-ha-douar e 1943, hag ar Ka-Tsu, a oa bet kroget da sevel war ur mennozh gant ar c'homandant Hori Motoyoshi en arsanailh Kure.
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Ka-Tsu a oa da vezañ implijet da gentañ holl evel traktour dezougen pourvezioù pe soudarded eus ar mor don betek an arvorioù. An hobregon a oa unan skañv, d'an uhelañ 10 mm. Kombod ar c'heflusker a oa serret ermetek, dre ma oa ur rediñ er steuñv e vije an tu da lañsañ ar c'harbed adalek listri-spluj.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Type 4 Ka-Tsu gant ar mindrailherezioù
- Gwelet eus a-dreñv
- Daou Type 4 Ka-Tsu gant torpilhennoù war vourzh ul lestr-spluj eus Morlu Impalaeriezh Japan