Turdetani

Eus Wikipedia
Bro an Durdetaned

An Durdetaned[1], pe Turdetani e latin, a oa ur bobl rakroman eus Hispania Baetica hag a oa o chom e Turdetania, er reter d'ar stêr Guadiana, e saonenn ar Guadalquivir adalek an Algarve en Portugal betek ar Sierra Morena, e bro sevenadur kozh an Tartessos.

En hanternoz dezho edo an Turduli, er c'hornôg ar bobl Conios, hag er reter ar Bastetanos. Bras e oa levezon ar C'hresianed warno. Se zo kaoz e roas an Durdetaned o skoazell dezho en emgann Alalia, er VIvet kantved kent JK, a-enep Kartada. Diwar-se e klaskas Kartada diskar o monarkiezh.

Hervez Herodotos e vevent dindan ar roue Argantonios a zegemeras trevadennerien fenikian er Vvet kantved kent JK. Lezennoù skrivet o devoa, hag implij a raent Keltibered evel soudarded d'ober brezel ouzh Roma. Hervez Strabo e oant ar bobl sevenetañ en ledenez Iberia, diouzh ar patrom roman ha gresian eta.

Goude an Eil brezel punek en em savas an Durdetaned a-enep o gouarnour roman en 197. E 195 e voe anvet Cato an Henañ da gonsul, ha Hispania a voe roet dezhañ.

O c'hêrioù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelour eus Osuna.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Atlas ar bed keltiek, M. Bodlore-Penlaez, E. Chartier-Le Floc'h, D. Kervella, Coop Breizh, 2014, p. 33