Tu kleiz pellañ (politikerezh)
Iskevrennad eus | Tu kleiz, extremism ![]() |
---|---|
Rann eus | Tu kleiz, left–right politics, radical politics ![]() |
Pal | Equality of outcome, redistribution of wealth ![]() |
Dezverket dre | dizoueegezh, aotrouniegezh, anti-establishment ![]() |
Enebet ouzh | tu dehoù pellañ ![]() |
Tu kleiz pellañ a vez graet eus luskadoù, aozadurioù pe hiniennoù hag a zo pelloc'h war an tu-kleiz eget an tu kleiz boas war ar skalfad politikel tu dehoù ha tu kleiz. Kavout un termenadur resis eus an droienn a zo diaes, evit lod skolveuridi ez eo an tu kleiz a-gleiz d'ar strolladoù komunour, met evit lod all e c'heller ledanaat betek tu kleiz an demokratelezh sokial. E degouezhioù zo, evel er mediaioù keleier, an termen kleiz pellañ a vez liammet ouzh doareoù d'ober aotrouniek, anarkouriezh, komunouriezh, ha marksouriezh pe evel strolladoù hag a zifenn ar sokialouriezh reveulzier ha liammet ouzh an ideologiezhoù komunour, pe enep-kapitalour hag enep-bedeladur. Ar sponterezh eus an tu kleiz pellañ a zo sevenet gant pellaelourien, emsaverien, pe strolladoù stourmerien a gav gwelloc'h tizhout o falioù dre ar feulster politikel evit dre an demokratelezh.