Tu dehoù (politikerezh)
| Iskevrennad eus | political alignment |
|---|---|
| Rann eus | left–right politics |
| Pal | social hierarchy |
| Enebet ouzh | Tu kleiz |
An tu dehoù eo hollad an ideologiezhioù politikel hag a wel an urzh sokial hag an urzhaz evel diarbennus, naturel, normal, pe c'hoantapl. Dre vras e vez difennet mennozhioù al lezenn naturel, un ekonomiezh dieub, an aotrouniezh, ar perc'hennañ, ar relijion, pe an hengoun hag an treuzkas. An urzhaz er gevredigezh hag an dizingalded a c'hell bezañ gwelet evel disoc'h naturel an diforc'hioù sokial hengounel pe ar c'heveziñ er marc'had ekonomikel.
An tu dehoù politikel a zo a-enep an tu kleiz, hag an didroc'hañ kleiz dehoù eo an hini implijetañ war an dachenn bolitikel[1]. En tu dehoù emañ ar virourien sokial hag ar virourien gemedel[2][3][4], kement hag ar frankizourien. "Dehoù" ha "tu dehoù" a zo bet implijet kement evit meuliñ pe evit dismegañ d'ober anv eus soñjoù ekonomikel ha sokial an nevezfrankizourien, ar virourien, hag ar faskourien[5].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (July 1985) "Similarities and Differences Between Left-Wing and Right-Wing Radicals". British Journal of Political Science 15 (3): 329–363. DOI:10.1017/S0007123400004221. ISSN 1469-2112
- ↑ Leonard V. Kaplan, Rudy Koshar, The Weimar Moment: Liberalism, Political Theology, and Law (2012) p. 7–8.
- ↑ Alan S. Kahan, Mind Vs. Money: The War Between Intellectuals and Capitalism (2010), p. 184.
- ↑ Jerome L. Himmelstein, To the right: The transformation of American conservatism (1992).
- ↑ (2006) The Desk Encyclopedia of World History. New York : Oxford University Press. 370, 541 p. ISBN 978-0-7394-7809-7.