Tu arbennek
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu arbennek (saoz.: "causative voice") evit komz eus un tu yezhadurel pa vez treuzfurmet frammadur kevreadurel diazez ur frazenn, o tont da vezañ arguzenn amskouer ur verb tranzitivel ar graer yezhadurel, en ur lakaat fiz ar verb da greskiñ (+1). Ma van div arguzenn a dalvez da c'hraer ar frazenn goude treuzfurmadur ar frazenn en tu arbennek e rank unan anezhe da vezañ un arguzenn amskouer.
Implijet e vez an tu arbennek gant ar mongoleg hag ar japaneg, da skouer e japaneg:
| Tanaka-kun | ga | atsume-ru |
| Tanaka | nominativel | dastum-bremañ |
| "Tanaka a dastum anezhe". | ||
| Tu arbennek | ||
|---|---|---|
| Tanaka-kun | ni | atsume-sase-yō |
| Tanaka | dativel | dastum-arbennek-kinnig |
| "Lakaomp Tanaka da dastum anezhe". | ||
| kodomo | ga | hon | o | yom-u |
| bugale | nominativel | levr | akuzativel | lenn-bremañ |
| "Ar vugale a lenn levrioù" | ||||
| Tu arbennek | ||||
|---|---|---|---|---|
| kodomo | ni | hon | o | yom-aseru |
| bugale | dativel | levr | akuzativel | lenn-arbennek-bremañ |
| "Lakaat (a reont) bugale da lenn levrioù)". | ||||