Tryfan

Eus Wikipedia
Menez Tryfan, gwelet eus an hanternoz, gant Llyn Ogwen dirazañ
Sion ha Sian

Tryfan zo ur menez e hanternoz Kembre, er c'hornad anvet Eryri, e Sir Conwy. Unan eus kernioù menezieg ar Glyderau eo, war lez Llyn Ogwen, hag ar pempvet uhelañ anezho, gant 917,5 metr uhelder, hag ar pemzekvet menez uhelañ e Kembre.

E krec'h ar menez ez eus daou bezh roc'h, lesanvet Sion a Sian, pe c'hoazh Adda ac Efa (Adam hag Eva) pe Y Bugail a'i Wraig (ar mêsaer hag e wreg).

Givri gouez a vez o peuriñ alies war tarrozioù Tryfan.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.