Truman Washington Dailey
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Deiziad ganedigezh | 19 Her 1898 |
| Lec'h ganedigezh | Oklahoma Territory |
| Deiziad ar marv | 16 Kzu 1996 |
| Yezhoù komzet pe skrivet | ioweg-otoeg |
| Strollad etnek | Otoe tribe |
Truman Washington Dailey, (19 Here, 1898 – 16 Kerzu, 1996) a oa an den diwezhañ a oa e yezh-vamm rannyezh Otoe-Missouria ar yezh Chiwere (Baxoje-Jiwere-Nyut'chi), ur yezh indian eus Norzhamerika. Anvet e oa ivez Mashi Manyi (Soaring High, "Sevel Uhel") ha Sunge Hka (White Horse, "Marc'h Gwenn").
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e 1898 er meuriad Otoe en Oklahoma. Dimeziñ a reas e 1928 gant Lavina Koshiway, merc'h Jonathan Koshiway hag a oa unan eus diazezerien an Native American Church.
Tutaet e oa gant Walt Disney er bloavezhioù 1960. Er bloavezhioù 1970 e kelennas ar yezh Otoe-Missouria en Oklahoma. Labourat a reas gant raktres Skol-Veur Missouri evit enrolliñ e yezh. Testeniañ a reas dirak Sened ar Stadoù-Unanet. Skol-Veur Missouri e Columbia a reas anezhañ Doktor a enor war Skiantoù an Den.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Truman Dailey" at Ioway Cultural Institute, URL accessed 05/27/06
- Whitman, William (1937), The Oto, New York, NY: Skol-Veur Columbia.
- Chapman, Berlin Basil (1965), The Otoes and Missourias, Oklahoma City, OK: Times Journal Publ. Co..
- Stanley, Lori A. (1993), The Indian Path of Life: A life history of Truman Washington Dailey of the Otoe-Missouria tribe, Columbia, MO: Skol-Veur Missouri.