Troubadour

Un troubadour (diwar ar ger okitanek trobador) a oa ur sonaozour, barzh ha soner er Grennamzer, hag a skrive en okitaneg hag a c'hoarie, pe en doa c'hoariet, e oberennoù barzhoniel gant janglerien pe barzhed-kanerien. Graet e vez trobairitz eus ar maouezed a blede gant an arz trobar.[1] Kevatal d'an troubadour er rannvroioù henc'hallek eo an trouvère[2].
Implijet e vez an termen troubadour evit an arzourien a zispleg o soñjoù en okitaneg (arverneg, gwaskoneg, lengadokeg, lemojezeg, provañseg, ha katalaneg ivez). Krouet e oa bet an hengoun lirek-se dreist-holl en Okitania hag e Katalonia, skignet dre gomz d'an dud na ouient ket komz latin, a ziorroas tamm-ha-tamm e Galiza hag e Norzh Italia[3]. Ur stumm all eo an termen "trobaire", hag a zeu eus un distagadur all eus ar ger en henokitaneg[4].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Azalaís de Porcairagues
- Pèire Vidal
- Pèire Cardenal
- Arnaut Daniel
- Jaufré Rudel
- Gaucelm Faidit
- Bernat de Ventadorn
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (oc) Diccionari General de la Lenga Occitana. Academia Occitana-Consistòri del Gai Saber.
- ↑ (fr) Henri-Irénée Marrou, Les Troubadours, Pariz, Embannadur ar Seuil, 1971
- ↑ (oc) Toscano, Reinat. Diccionari de lenga d'òc d’après lo parlar niçard. Auba Novèla
- ↑ (ca) Trobaire. Diccionari Catalan-Aranés. Institut d'Estudis Aranesi-Acadèmia Aranesa dera Lengua Occitana, Grup Enciclopèdia.