Trollhättan

Eus Wikipedia
Ar stêr Göta älv e kreiz kêr Trollhättan

Trollhättan (distaget [trɔlhɛtan] e svedeg) zo ur gêr eus kornôg Sveden, e proviñs kozh Västergötland hag e kontelezh Västra Götaland. Emañ war-hed 75 km en norzh da Göteborg ha pennlec’h kumun Trollhättan eo. E 2010 e oa 46 457 a dud o chom e kêr Trollhättan.

Savet eo bet war lez ar stêr Göta älv, e-kichen Lammoù-dour Trollhättan. E-pad pell e voe al lammoù-dour-se ur skoilh evit ar bagoù a yae gant ar stêr. Ur ganol gant skluzioù a voe savet en XIXvet kantved ha meur a wech abaoe eo bet kempennet ha nevesaet.

Implijet eo bet nerzh dour ar stêr avat hag e Trollhättan eo bet diorroet an dourdredan da gentañ e Sveden. Eno e voe savet ar gompagnunezh energiezh Vattenfall ("lamm-dour") a brodu hag a zasparzh tredan e Sveden. Evel-se ez eus bet gallet sevel labouradegoù e kêr, evel re an embregerezh kirri Saab.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.