Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2008

Eus Wikipedia
Hentad an dro

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn a voe gounezet gant ar reder spagnol Carlos Sastre e 2008, renket da eil ar reder aostralian Cadel Evans ha da 3de ar reder aostrian Bernhard Kohl (hemañ ziwezhañ bezañ direnket war-lerc'h ur c'hontroll enepdoperezh pozitivel e miz here 2008 : roet e oa e blas da Zenis Menchov (Rusia)).

Krez ar gwellañ kraper a oa aet gant Carlos Sastre ivez, goude direnkadur Bernhard Kohl.

Krez ar gwellañ reder yaouank a oa aet gant Andy Schleck (Luksembourg) ha Krez ar renkadur dre boentoù gant Óscar Freire (Spagn).

Aet e oa ar Renkadur a skipailh gant CSC-Saxo Bank (Danmark), Bjarne Riis hec'h alier meur.