Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1919

Eus Wikipedia
Firmin Lambot, trec'h e 1919

Dalc'het e oa bet 13vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 660 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Firmin Lambot, 24,056 km/e e dizh keitat.

Adkroget e oa bet gant an Dro war-lerc'h an Eil Brezel-bed dre ma ne oa ket bet redet ar genstrivadeg etre 1915 ha 1918. Anat eo e oa fall-spontus an hentoù a oa ret d'ar varc'hhouarnerien tremen dreze ! Aet e oa kuit an Dro eus Plasenn ar Genunvaniezh (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

Krouet e oa bet ar C'hrez melen, bet deroet d'ar reder gall Eugène Christophe (ar Galian kozh e lesanv) a-raok kregiñ gant an 11vet tennad-hent etre Grenoble (Isère) ha Geneva (Suis).

Unnek reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz diwar ar seizh ha tri-ugent anezho o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tennadoù-hent e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadur hollek (1-10)
Renk Reder Rummad Amzer tremenet
war e varc'h-houarn
1 Firmin Lambot Banniel Belgia Belgia A 231e07'15"
2l Jean Alavoine Bro-C'hall Bro-C'hall A + 1e42'54"
3e Eugène Christophe Bro-C'hall Bro-C'hall A + 2e26'31"
4e Léon Scieur Banniel Belgia Belgia A + 2e2'15"
5vet Honoré Barthélemy Bro-C'hall Bro-C'hall A + 4e14'22"
6vet Jacques Coomans Banniel Belgia Belgia A + 15e21'34"
7vet Luigi Lucotti Italia A + 16e01'12"
8vet Joseph Van Daele Banniel Belgia Belgia A + 18e23'02"
9vet Alfred Steux Banniel Belgia Belgia A + 20e29'01"
10vet Jules Nempon Bro-C'hall Bro-C'hall B + 21e44'12"