Tro Breizh
- Evit implijoù all, gwelet Tro Breizh (disheñvelout).
Tro Breizh a zo ur birc'hirinded katolik e Breizh, diazezet war istor ar vro ha hini ar seizh sant brezhon deuet eus Enez Vreizh, Kembre pe Kerne-Veur dreist-holl, Iwerzhon evit un darnig anezhe, hag a savas seizh eus nav eskopti kozh Breizh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet e oant da Vreizh e-tro ar Vvet ha VIvet kantved da zegas ar gristeniezh. Gant ar Seizh Sant eo bet krouet an eskoptioù kentañ. A-raok e veze graet Tro Breizh dindan ur miz, gant 600 km war droad. Ur vojenn gozh e Breizh a lavar : Ma n'eo ket bet graet Tro Breizh gant un den en e vev, e vo graet gantañ pa vo marv.
Goude ur ehan hir eo bet lañset en-dro Tro Breizh gant ur gevredigezh anvet "Les Chemins du Tro Breizh", krouet e 1994 gant Philippe Abjean. Evit an dud eus ar gevredigezh-se e oa aesoc'h ober ur gerzhadenn bep bloaz, gant ul lankad graet pep hañv. An Tro Breizh a-bezh a zo graet neuze e-korf seizh vloaz.
Setu amañ ar c'hêrioù e-lec'h ma tremen Tro Breizh, da lavarout eo kêrioù m'emañ un iliz-veur :
- Kemper, kêr Sant Kaourintin.
- Kastell-Paol, kêr Sant Paol Aorelian.
- Landreger, kêr Sant Tugdual.
- Sant-Brieg, kêr Sant Brieg.
- Sant-Malo, kêr, Sant Maloù.
- Dol, kêr Sant Samzun.
- Gwened, kêr Sant Patern.