Tro-vale
An dro-vale zo un obererezh dudi a dalvez da gerzhout en natur, e-unan pe a-stroll, en ur heuliañ un hent balizennet peurliesañ. Un obererezh korf eo, mat evit ar yec'hed, hag un diduamant hag a ro an dro da zizoleiñ ha da arvestiñ an natur. Gallout a ra bezañ ur sport pa vez graet a-greñv.
Doareoù da vale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un dro-vale er maezioù a c'hall padout un nebeud eurvezhioù, war hentoù balizennet. Kalz doareoù da vale a zo, da skouer :
- kerzhet giz norzhat, un doare berramzer da vale, oc'h implijout bizhier
- an "trekking" war tachennoù start (menezioù, gouelec'hioù...) hag e-pad meur a zeiz
- ar c'herzh afghan, un teknik kerzhout dre an analadur
An aveadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh an dachenn, an amzer hag ar c'houlz-bloaz e ranker kemer gantañ pe ganti :
- botoù bale
- ur sac'h-kein
- dour, boued
- un tok
- ur pezh-dilhad evit ar glav
- ur vazh-kerzhout
- ur poellgomz
- ur gartenn, un nadoz-vor pe ur reizhiad GPS
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Araok an XIXvet kantved e yae an dud da vale evit abegoù pleustrek pe relijiel, evel ar pirc'hirindedoù. Hentoù-bale a hiziv a heul c'hoazh an hentadoù kozh-se, evit mont da Gêrgent pe da Sant-Jakez a Gompostel da skouer.
Amzer an diaraogerien eo dibenn an XVIIIvet kantved, pa krogas tud zo da vale er menezioù. Embannet e voe zoken ur sturlevr gant ar beleg skosat Thomas West kerkent ha 1778 evit brudañ ar c'herzh e Lake District[1], hag ober a reas berzh al levr.
An XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dro-vale gant at ster a hiziv a zeuas war wel en XIXvet kantved. A-raok e veze keñveriet ar c'herzh gant ar baourentez hag ar baleantañ. Cheñch a reas ar sell ouzh an natur hag ar gweledva adalek ar prantad romantel, hag un diforc'h a zeuas war-wel tamm ha tamm etre kerzhout ha bale er maezioù hag er c'hoadoù evit an dudi. E 1790 en doa graet ar barzh saoz romantel William Wordsworth tro Bro-C'hall, Suis hag Alamagn, ar pezh eo deskrivet gantañ en e varzhoneg emvuhezskridel The Prelude e 1850. E 1801 ez eas ar beajour ha skrivagner alaman Johann Gottfried Seume da vale war e dreid eus Leipzig betek Sikilia, ha distreiñ a reas da Leipzig dre Bariz goude nav miz[2].
Er Stadoù-Unanet en em ziorrenas an dro-vale ivez dre levezon daou skrivagner, Ralph Waldo Emerson (1803–82) ha Henry David Thoreau (1817–62), an daou anezho e-barzh al luskad anvet transcendentalism. E 1876 e voe krouet ar c'hlub tro-vale kentañ e Norzhamerika, an "Appalachian Mountain Club".
En Alamagn e voe embannet sturlevrioù gant Karl Baedeker (1801–1859) evit deskrivañ e hentadoù bale. E 1864 e voe krouet ar gevredigezh gentañ en Europa evit brudañ an touristerezh kerzhet, Schwarzwaldverein (de) hec'h anv ("kevredigezh ar C'hoad Du"). Eizh bloaz war-lerc'h e voe krouet ar "Club Vosgien" en Elzas diwar ar skouer-se. Ar mennozh-mañ a oa diwanet e penn un nebeud louzawourien hag ergerzherien eus ar Vojoù-Uhel evel Frédéric Kirschleger kerkent ha dibenn ar bloavezhioù 1860[3]. Balizennet eo an hentoù-bale er Vojoù gant ar gevredigezh.
E 1837 e Bro-C'hall eo embannet ur sturlevr bale e koadeg Fontainebleau : Quatre promenades en forêt de Fontainebleau. Treset eo an hent-bale kentañ eno e 1842 gant Claude François Denecourt (1788–1875).
En XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em ziorren a reas kalz an dro-vale en Europa hag er Stadoù-Unanet, dre gluboù, kevredigezhioù, ar skouted...
E 1921 e voe krouet an Appalachian Trail, gwenodenn-vale an Appalachoù.
Dale a voe gant Bro-C'hall pa voe krouet an hentoù-bale hir e 1947 nemetken, gant ar "GR3" etre Orleañs ha Beaugency. War lerc'h Bro-C'hall e voe krouet ar wenodenn-vale kentañ e Belgia e 1959. Kempennet e voe ar BH "Tro Menez Gwenn" e 1951 en Alpoù.
E 1969 e voe krouet Kevread Europa ar dro-vale war droad.
En XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doareoù nevez da vale zo deuet war-wel gant temoù diouzh ar c'hiz evel an hevlezouriezh, an istor, hag ivez an treuzpeuriñ, da skouer e Sardegna. Troioù-bale zo a ginnig un hentad o pebeilañ treuzadenn gwelioù meur ha tremen war an traezhennoù.
E Bro-C'hall eo krouet hentoù-bale e kêr evit daremprediñ Marseille (ar BH 2013, krouet e 2013 eta) ha Pariz (ar BH75 krouet e 2017, adanvet ar BH2024 evit enoriñ C'hoarioù Olimpek Pariz 2024).
An hentoù-bale hir er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rouedadoù hentoù-bale hir bras a zo bet krouet e pep bro en Europa, da skouer "Grande Randonnée" (GR) e Frañs, "Grote Routepaden" pe "Lange-afstand-wandelpaden" en Izelvroioù, "Grande Rota" e Portugal, "Gran Recorrido" e Spagn, an "National Trails" e Bro-Saoz ha Bro-Gembre, "Kungsleden" e Sveden... E menezioù Norvegia, Sveden, Aostria, Slovenia, Suis, Alamagn, Bro-C'hall hag Italia e c'haller ober troiadoù bale en ur implijout ur reizhiad tiez-repu.
En Europa ez eus bet savet ur rouedad hentoù-bale hir anvet ar "gwenodennoù-bale hir europat". Pep gwenodenn a dreuz meur a vro europat dre viliadoù a gilometradoù. Ar "wenodenn europat E4" da skouer, hirañ gwenodenn tro-vale Europa, a zo 10 450 km hirder dezhi. Loc'hañ a ra e Portugal ha treuziñ a ra Bro-Spagn, Katalonia, Andora, Okitania, Suis, Alamagn, Aostria, Hungaria, Roumania, Bulgaria, Gres (en ur dremen dre Greta) evit echuiñ e Kiprenez.
Ar rouedad tro-vale e Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Frañs ez eus tri seurt gwenodennoù-bale :
- re an dro-vale hir (BH)
- re an dro-vale hir bro (BHB) evit dizoleiñ ur rannvro
- re an dro-vale berr gant hentoù pourmen ha bale, hag a c'hall bezañ 15 pe 25 km hir da skouer.
E menezioù Korsika eo brudet ar BH20 evit bezañ ar wenodenn-vale hir kaletañ.
E Breizh e c'haller ober tro ar vro dre an aodoù gant ar BH34, an « hent ar valtouterien » hollvrudet. Gallout a reer ivez treuziñ Breizh en he c'halon gant ar BH37, ha mont eus Menez Mikael ar Mor da Wenrann gant ar BH39.
E lec'h all er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Stadoù-Unanet emañ an "National Trail System", hentoù-bale evit an dudi a-zivout braventezioù an natur met ivez an istor.
Er-maez Europa e c'haller menegiñ ivez Kanada, Aostralia, Zeland-Nevez, Nepal. Rouedadoù bihanoc'h zo e broioù all eus Azia evel Turkia, Israel ha Jordania.
Un obererezh poblek ha mat evit ar yec'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mat eo an dro-vale evit yec'hed ar c'horf hag ar spered.
27 milion a dud a zo aet da vale evit ar blijadur e Frañs e 2021, ar pezh a ra an dro-vale ar sport poblekañ eno.
Bale er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1883 en em stalias ar prederer ha barzh alaman Friedrich Nietzsche war aod Provañs. Mont a rae da vale, doare ar "c'herzh arvestiñ", war ur wenodenn a sav war uhelioù Esa (e Bro-Nisa). Anvet eo "gwenodenn Nietzsche" bremañ.
El lennegezh e c'haller menegiñ :
- 1879 : Travels with a Donkey in the Cévennes gant ar skrivagner skosat Robert Louis Stevenson
- 1956 : The Long Walk gant Sławomir Rawicz
- 1974 : Meditazioni delle vette (Darvestiñ al leinoù) gant Julius Evola
- 2007 : Africa trek gant Alexandre ha Sonia Poussin
Er sinema a kaver :
- 1975 : Picnic At Hanging Rock gant Peter Weir
- 1997 : Les Randonneurs gant Philippe Harel
- 2010 : 127 Hours gant Danny Boyle
- 2014 : Wild gant Jean-Marc Vallée
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Thomas West, A Guide To The Lakes.
- ↑ (de) Krüger, Arnd (2010). Wandertourismus: Kundengruppen, Destinationsmarketing, Gesundheitsaspekte. ISBN 978-3-486-70469-3. OCLC 889248430.
- ↑ (fr) Alles Güete im Vogese Klub ! Le Club Vosgien, plus ancienne association de randonnée de France, fête les 150 ans de sa création. Toute l'Alsace, Le Magazine de la collectivité européenne d'Alsace, miz Here 2022, pp.22-23