Mont d’an endalc’had

Tric'horn vogalennoù

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tric'horn vogalennoù (saoz.: vowel triangle) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus un tric'horn derc'hel implijet evit diskwel lec'hiadur an teod pa distager ur vogalenn.

Tric'horn vogalennoù ennañ un nebeud vogalennoù pennañ

Peurliasañ e vez skeudennet evel un tric'horn skalenek gantañ stumm ur V lec'hiet e diabarzh genoù un den o sellet war-du tu-kleiz ar bajenn. A-wezhoù e vez skeudennet gant an drekstaon e-krec'h hepmuiken pe c'hoazh evel div linenn dreuzvegell hep linenn grec'h ebet.

Implijet e vez atav an teir vogalenn [a, i, u] evel vogalennoù dave lec'hiet e pep korn eus an tric'horn.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]