Mont d’an endalc’had

Trioedd Ynys Prydein

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Triadoù Enez Preden)

Trioedd Ynys Prydein (hervez ar stumm koshañ) pe Trioedd Ynys Prydain (hervez ar c'hembraeg a vremañ), pe Triadoù Enez Preden hervez ar brezhoneg, a zo ur skrid krenngembraek, anezhañ un heuliad triadoù, 96 en holl, e-barzh dornskridoù, e doare tammoù barzhonegoù, diwar-benn harozed, istor, kredennoù ha sevenadur Brezhoned ar Grennamzer goshañ en Enez Vreizh, evel ma weler mat en anv, ha n'eo ket e Kembre hepken evel ma vez lavaret a-wechoù.

Kaoz zo eus er skrid eus tud anavezet er mojennoù evel ar Roue Arzhur ha Bendigeidfran, met ivez eus tud anavezet en Istor, evel Caswallawn (Cassivellaunus) ha Caradoc (Caratacus), hag ivez eus Alan Fyrgan, a zo Alan Fergant, da lavarout eo Alan IV, dug Breizh.

Darn eus an triadoù ne reont nemet menegiñ strolladoù tri den gant un dra bennak boutin etrezo, evel an tri barzh skoemp eus Enez Vreizh, met e darn all e kaver un tamm displeg a-wechoù. Krediñ a reer e oa bet ijinet ar stumm-se gant ar varzhed vrezhon (Kembreiz a lavar int Kembreiz evel-just) evel un doare da zerc'hel soñj pa oant o sevel o barzhonegoù ha danevelloù, betek dont da vezañ un doare displegañ el lennegezh kembraek. En danevell Culhwch ac Olwen da skouer, ez eus triadoù e korf an istor.

Kavet eo bet ar c'hoshañ dastumad triadoù en dornskrid kembraek Peniarth 16 a zo bremañ e Levraoueg Vroadel Kembre, a vije bet skrivet war-dro kreiz an XIIIvet kantved, hag ennañ 46 eus ar 86 a driadoù embannet gant Rachel Bromwich.
Ar re all eo

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl liammoù-mañ e saozneg: