Treverz an Nedeleg

Treverz an Nedeleg a vez graet eus an harzoù-tennañ lec'hel a c'hoarvezas da vare an Nedeleg war dalbenn kornôg ar Brezel-bed Kentañ, e 1914 dreist-holl, etre soudarded alaman ha reoù Breizh-Veur dreist-holl. Darvoudoù heñvel a c'hoarvezas etre soudarded gall hag alaman ivez, met nebeutoc'h a ditouroù zo deuet betek ennomp abalamour d'ar sañsur a oa war ar c'hazetennoù hag al lizhiri kaset eus an talbenn.
A-raok nozvezh ar Pellgent e 1914 e kinklas Alamaned o zrañcheoù gant gwez-sapr, ha kanañ a rejont Nouel. E meur a lec'h e respontas Saozon, Skosiz pe Gembreiz en ur ganañ ivez. En deiz war-lerc'h e kasas paotred an daou du amzer asambles er-maez eus an trañcheoù, en ur c'hoari mell-droad, hag en ur eskemm profoù evel chokolad, segalennoù, sigaretennoù pe rom[1]. E lec'hioù all eus an talbenn e tiskennas Gallaoued hag Alamaned e trañcheoù o enebourien zoken. Betek ur sizhunvezh e padas an treverzioù a-wechoù[2].
Kontet e voe an darvoudoù en un nebeud kelaouennoù breizhveuriat hag e lizhiri soudarded dreist-holl. N'eo ket anavezet kenkoulz darvoudoù a seurt-se goude 1914 : berzet e voent gant an ofiserien uhel, ha kalz kaletoc'h e oa deuet brezel an trañcheoù da vezañ adalek 1915, ar pezh a zigalonekaas kalz soudarded da glask breudeuriañ gant an enebourien a oa e-tal dezhe[1].

Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Joyeux Noël, film gall sevenet e 2005 hag a daolenn un dreverz war an talbenn da Nedeleg 1914[3].
- Christmas Truce, ur ganaouenn gant ar strollad Sabaton (2021)[4].
- An dreverz, ur levr evit ar vugale savet gant Toni Galmés hag embannet gant Timilenn (2025)[5].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Trêve de Noël 1914 : ce qu'il s'est vraiment passé dans les tranchées, National Geographic, 22/12/2023 (lennet d'ar 01/10/2025)
- ↑ (fr) DE MONICAULT Frédéric, Noël 1914 : une trêve dans les tranchées, Historia, 11/12/2023 (lennet d'ar 01/10/2025)
- ↑ (en) Fichenn IMDB ar film.
- ↑ Klip enlinenn war YouTube (gwelet d'ar 01/10/2025)
- ↑ Pajenn war lec'hienn Timilenn (lennet d'an 22/11/2025).