Tres músicos

Eus Wikipedia
Tres músicos (Tri soner)
Diego Velázquez, war-dro 1617 - 1618
eoullivadur war lien
110 × 87 cm
[[Gemäldegalerie Berlín]]
Berlin
Alamagn

Tres músicos (Tri soner), pe Los músicos (Ar sonerien) zo un eoullivadur gant Diego Velázquez, hag unan eus ar re gentañ anavezet diwar e zorn.

En XIXvet kantved e oa en Iwerzhon, en dastumad La Touche. Aleshont e voe kaset da Londrez, hag en 1906 da Verlin, ma edo er Mirdi Bode. Hiziv emañ e Gemäldegalerie Berlin. Anaout a reer peder eiladenn gozh eus an daolenn, gwashoc'h o stad, hag unan anezho en un dastumad prevez e Barcelona.

An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zen zo o seniñ hag o kanañ, an trede a zo yaouankoc'h a zo gant ur werennad win, o vousc'hoarzhin, evel da reiñ da soñjal eo ar gwin o laka da seniñ, hag ur marmouz war e gein zo ur berenn en e zorn.

Dont a ra ar gouloù da ober ur seurt chiaroscuro.