Fuzuilh-emgann flour he c'hanol

Ur fuzuilh-emgann flour he c'hanol, anvet alies gant an termenoù saoznek Combat shotgun, Trench gun pe Trench shotgun, zo ur fuzuilh savet evit tennañ kartouchennoù-chase (kalibr 12 da skouer), met kemmet evit bezañ implijet gant soudarded e endroioù kloaz a-walc'h evel an trañcheoù, ar savadurioù pe ar janglenn. Berroc'h eo o c'hanol, ha gellet a ra ur vaionetez bezañ savet oute. Implij plomoù lies un tenn kartouchenn-chase a lak ur soudard e-unan da gaout ur galloud-tan uhel en emgannoù a-dost. Kalz combat shotguns zo o sistem tennata dre bomp.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arme ar Stadoù-Unanet eo a reas an implij brasañ eus an trench guns. Da vare ar brezel trevadennel a-enep Filipinez da gentañ (1899-1902) e voe implijet fuzuilhoù-pomp klasel evel ar Winchester Model 1897 evit talañ ouzh argadennoù ar Voroed. Pa grogas ar vro er Brezel-bed Kentañ e 1917, ar jeneral Pershing, penn ar soudarded stadunanat en Europa, a c'houlennas e vije pourveziet fuzuilhoù Winchester Model 1912, dezhe ur c'hanol berroc'h hag ur vaionetez, d'e arme, evit gellet bezañ efedus en trañcheoù, pa oa re hir ar fuzuilhoù klasel da zornata enne[1]. 25.000 Winchester M1912, ha 3.500 Remington M10 hag M11 a voe implijet gant ar vro e-pad o emgannoù. D'ar mare-se e voe dilezet an douilhezioù paper klasel evit reoù e laton abalamour d'ar paper mont da goll buan e endro gleb an trañcheoù[2].
E miz Gwengolo 1918 e savas an diplomaterezh alaman a-enep o implij, en ur embann e tegasent gloazadennoù ha poanioù diret. Gourdrouz a reas an Alamaned fuzuilhañ war ar prim neb eus ar soudarded enebour a vije tapet gant un Trench gun. Respont a reas Stadunaniz e vije graet heñvel d'ur soudard alaman paket gant ur strinker-tan pe ur vaionetez-heskenn[2].

En Eil Brezel-bed e implijas an US Army hag an USMC fuzuilhoù-emgann flour o c'hanol Stevens 520-30 hag Ithaca 37 ouzhpenn ar Winchester M1912, e emgannoù ar Meurvor Habask dreist-holl, pa dalent ouzh soudarded japanat barrek da guzhat e lec'hioù kloz ha difennet mat. An Ithaca 37 eo a voe implijet muioc'h-mui goude ar brezel, da vare brezel Korea da gentañ, hag er Viêt Nam dreist-holl goude. Diwar neuze e voe savet douilhezioù ar c'hartouchennoù gant plastek e plas al laton[2]. Implijet e vez c'hoazh combat shotguns hiziv-an-deiz gant ar breachers, da lavaret eo izili eus an nerzhioù ispisial pe deus an armeoù karget da zigeriñ dre nerzh dorioù pe prenestroù a-raok gellet antreal en ur savadur.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) CANFIELD Bruce N., Complete Guide to United States Military Combat Shotguns, Andrew Mowbray Publishers, Inc., 2007, 312 p., ISBN 978-1931464284
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) CANFIELD Bruce N., The 'Trench Gun' In World War I, American Rifleman, 12/03/2021 (lennet d'an 10/04/2025)
- 1 2 3 (en) ALLEMEIER Kurt, Trench Guns: Shotguns for Ferocious Fighting, Rock Island Auction, 05/03/2025 (lennet d'an 10/04/2025)