Trap karbon
Neuz
(Adkaset eus Trapoù karbon)

Komzet e vez deus trap karbon[1], lonk karbon[1], lonkell garbon[2] pa vez komzet eus tommadur an hin hag an dilaoskadennoù (skignadennoù) gazoù efed ti-gwer, ar CO₂ dreist-holl[3],[4].
Euvret e vez ar gazoù efed ti-gwer gant an trapoù karbon :
- 1/4 anezho a vez dilezhet er meurvorioù, a zeu da vezañ trenkoc'h ;
- 1/4 all anezho a vez lonket gant ar struj (koadeier, taouarc'hegi, pradeier, fitoplankton), a vez maget gant CO2 dre al luc'hkevanaoz[5] ;
- 1/2 anezho a chom en aergelc'h an Douar, ha lakaat a ra an efed ti-gwer da greskiñ.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 Brezhoeg21/puits de carbone. Kavet : 11/09/2026.]
- ↑ TermOfis. Kavet : 11/09/2026.
- ↑ (fr) Puits de carbone : définition, fonctionnement et exemples, Hello Carbo, miz Eost 2026. Kavet : 11/09/2026.
- ↑ (fr) ''Puits de carbone : où sont-ils et comment fonctionnent-ils ?, Futura Sciences, 15/01/2017. Kavet : 11/09/2026.
- ↑ (en) Christopher L. Sabine, Richard A. Feely, Nicolas Gruber ha Robert M. Key. The Oceanic Sink for Anthropogenic CO2, Science, 16/07/2004. Kavet : 11/09/2026.
