Toussaint François Jourjon
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Toussaint |
| Anv-familh | Jourjon |
| Deiziad ganedigezh | 4 Meu 1809 |
| Lec'h ganedigezh | Roazhon |
| Deiziad ar marv | 28 Gen 1857 |
| Lec'h ar marv | Roazhon |
| Kar | Marie Bourgault-Ducoudray, Q133465354 |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | kizeller, livour |
| Bet war ar studi e | École nationale supérieure des beaux-arts de Paris |
| Bet studier da | Michel Martin Drolling, Antoine-Jean Gros |
| Oberennoù zo en dastumad | Mirdi an arzoù-kaer Roazhon |
| Prizioù resevet | Priz Roma |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Toussaint François Jourjon (1809 e Roazhon, 1857 er memes kêr) a oa ul livour hag ur c'hizeller breizhat.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Toussaint Jourjon d'ar 4 a viz Meurzh 1809 eus Joseph-Marie Jourjon, arkebuzenner ha kizeller, hag Anne Perrine Françoise Lesbaupin. Mont a reas e-barzh ar skol roazhonat d'an oad a 9 bloaz, betek 1830.
Pa varvas e gamalad al livour Frédéric Plessix e 1832 d'an oad a 24 bloaz e voe roet e yalc'h dezhañ gant kêr Roazhon. Mont a reas e-barzh Skol vroadel uhel an arzoù-kaer e Pariz, hag al livourien Michel Martin Drolling hag Antoine-Jean Gros a voe e gelennerien. Gounit a reas ur "mention" e 1835, hag e 1836 e voe roet dezhañ eil priz meur Roma e kizellerezh[1] war zoldenn Marv Sokrates. Chom a reas goude e Roma er villa Médicis.
Pa tistroas e Roazhon e voe anvet kelenner tresañ er skol-kêr. Mervel a reas d'an 28 a viz Genver 1857 e Roazhon goude ur c'hleñved hir ha poanius[2].
Dimezhiñ a reas ouzh Françoise-Anne Éon du Val, merc'h da André Éon Duval, eil-maer Roazhon, ha da vMarie-Françoise Sarzeau. O mab, Charles-Toussaint-Henry Jourjon (1843-1888), studier er Skol politeknik, a voe ijinour an Hentoù ha Pontoù el labourioù hidrolek e Cherbourg, ha marc'heg lejion a enor Bro-C'hall. Toussaint Jourjon a voe eontr ar gizellerez Marie Bourgault-Ducoudray (1847-1885).
Oberennoù en dastumadoù publik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Domloup, iliz Sant-Loup, chapel su : La Fuite en Égypte, diwar Carle Van Loo, tro 1850, eoullivadur war lien[3],[4].
- Gwezin, iliz Sant-Pêr : Crucifixion.
- Roazhon :
- penniliz Sant-Salver : Sainte-Anne, 1843, eoullivadur war lien.
- iliz-veur Sant-Pêr :
- La Multiplication des Pains, 1842, eoullivadur war lien ;
- Piéta, eoulivadur war lien[5].
- mirdi an arzoù-kaer :
- Portrait de Charles-Louis Jourjon, eoullivadur war lien, 75 x 59,5 sm. Poltred breur an arzour gwisket e kabiten an ijinerezh. Donezon gant mab-bihan da Charles-Louis Jourjon[6],[7] ;
- Bélisaire demandant l’aumône, tro 1834, diwar Jacques-Louis David[8], eoullivadur war lien, 97.5 x 114 sm[9] ;
- Le Repas des dieux, diwar Raffaello, eoullivadur war lien, kopienn eus freskenn sel ar villa Farnesina e Roma[10].
- Chambéry, Mirdi an arzoù-kaer : Le Général Dessaix, 1836, hanterskeudenn en arem.
- Grenoble, mirdi Grenoble : Le Général Dessaix, 1836, hanterskeudenn en arem, 75 sm. Poltred ar jeneral Impalaeriezh Joseph Marie Dessaix, teuzet gant Édouard Quesnel[11].
- Versailhez, Mirdi Istor Bro-C'hall : Portrait de Louis-Philippe, diwar François Gérard, eoullivadur war lien[12],[13].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Asambles gant Jules Cavelier.
- ↑ gallica.bnf.fr.
- ↑ PDF ucqpab.com.
- ↑ latribunedelart.com.
- ↑ cathedralerennes.catholique.fr.
- ↑ Echuiñ a reas Charles-Louis Jourjon (1807-1859) e resped evel kolonal an ijinerezh, penn an ofiserien kentañ korf arme ar Sav-heol, roet e voe dezhañ ar renk a ofisour Lejion a enor Bro-C'hall. Mervel a reas d'ar 24 a viz Even 1859 en emgann Solferino.
- ↑ Base Joconde.
- ↑ Jacques-Louis David, Bélisaire demandant l'aumône, Palez an arzoù-kaer Lille.
- ↑ Base Joconde.
- ↑ Base Arcade.
- ↑ Base Joconde.
- ↑ Poltred ar roue Louis-Philippe en unwisk koronal jeneral an Hussarded a zo un oberenn urzhiet da François Gérard gant Thomas Jollivet, kannad Il-ha-Gwilen, evit kêr Roazhon e 1836, ha miret eo e mirdi an arzoù-kaer Roazhon.
- ↑ Base Joconde.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dielloù kêr Roazhon, marilhoù ar boblañs niverelet.