Touseg kornek Amazonia

Eus Wikipedia
Touseg kornek Amazonia


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Amphibia
Urzhad : Anura
Kerentiad : Leptodactylidae
Genad : Ceratophrys
Anv skiantel
Ceratophrys cornuta
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Touseg kornek Amazonia (Ceratophrys cornuta) zo un divelfenneg besk a vev e norzh Suamerika. Un touseg bras eo (etre 7 ha 15 cm), gant ur c'horf ront, izili berr, dent lemm ha kerniel a-us an daoulagad.

Goude ar speriañ e lak etre 3 ha 25 devezh d'an ûioù (etre 300 ha 600 anezhe) da dinodiñ. Da 3 miz e c'hoarvez metamorfozenn ar penndolog. Oberiant eo diouzh an noz kuit da c'houzañv re rak tommder an deiz. Evit preizhata ec'h a da guzh dindan an delioù gant e benn o tibaseal. Gortoz a ra neuze e tremenfe ur preizh evit tagañ. Debriñ a ra logod, pesked, penndologed, tousegi bihanoc'h egetañ. Bevañ a ra en e-unan hag ar par a c'hell bezañ feuls evit difenn e diriad.