Tour-tan ar Forn (Arc'hantell)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tour tan
Tour-tan ar Forn (Arc'hantell)
Phare du Four-Porspoder.jpg
lec'hiadur 48° 31' 24" N - 4° 48' 19" K
Bro Breizh
Savet e 1869-1874
Uhelder 27,10 m
Uhelder diwar live ar mor 28 m
Hed-gwel 24,5 mil mor
Gouloù 5 sked gwenn, bep 15 eilenn
Gweladenniñ ne reer ket
Annezet n’eo ket
Bloaz an emgefreekadur 1993

Tour-tan ar Forn[1] zo un tour-tan savet war ur garreg diwar aod kumun Porspoder, e Bro-Leon.

Emañ an tour-tan war ur garreg anvet ar Forn[2], tri c’hilometr da vaez da aod Arc’hantell, dirak ledenez Sant-Laorañs. Hebiou ar garreg-se e tremen al listri a zeu eus Mor Breizh hag a ya war-zu ar c’hreisteiz dre Ganol ar Forn, etre enezeg Molenez hag an douar-bras.

E 1862 e oa bet embannet en un danevell ofisiel e vije mat sevel un tour-tan war Karreg ar Forn, zo bras a-walc’h evit-se (25 metr a dreuzkiz). Abaoe kantvedoù e tremene dre eno bigi a rae kenwerzh ar gwin, ar glaou hag al lien etre Bro-Saoz ha Spagn. Diskargañ a raent o marc’hadourezh e porzhioù Bro-Leon, e Konk, en Aber Ildud, en Arc'hantell.

E miz Ebrel 1869 e voe kroget gant al labourioù. Da gentañ e voe ret plaenaat ar garreg, abalamour d’ar vicherourien da c’hallout dilestrañ. E-pad ar goañv e voe ret paouez gant al labourioù, ken diaes e oa tostaat d’ar garreg. Adkroget e voe ganti en nevez-amzer, er bloavezh war-lerc'h, ha da gentañ e voe ret adkempenn ar chanter. Ne c'halled labourat nemet an hanter eus ar bloavezh, ken fall e vez ar mor en tolead. Un hanter-kant bennak a dud, martoloded, mañsonerien, benerien mein, kilvizien, a labouras war ar chanter-se e-pad mizioù ha mizioù, adalek porzh Arc’hantell, gant mein eztennet en Aber Ildud. E 1873 e voe echuet an tour-tan met start e oa bet al labour. E mizioù diwezhañ ar chanter e oa bet lazhet tri den pa oa bet graet peñse gant ar vag a zeue da zegas bevañs d’ar vicherourien.

Enaouet e voe an tour-tan evit ar wech kentañ d’ar 14 a viz Meurzh 1874. Adalek neuze e voe heñchet gantañ ar voraerien a yae dre Ganol ar Forn. 128 pazenn a oa en tour ; etre an traoñ hag al lein e oa ur gambr hag ur gegin evit an daou ward. Bep pemzektez e teue ur rummad gwarded all da gemer lec’h ar re gentañ. Gant un traouilh e veze savet ar bevañs eus ar vag-pourvezañ betek an tour-tan. Meur a wech e voe gwallzarvoudoù en tour-tan pe hebiou dezhañ : e miz C'hwevrer 1913 e varvas ur gward diwar analañ aezhenn an tireoul ; e miz Kerzu 1978 e varvas an daou ward pa oa deuet ar vag-pourvezañ eus Eusa, gant mor fall.

Daoust da se ez eas an tour-tan en-dro evel-se e-pad 130 vloaz, nemet etre 1942 ha 1945, rak en amzer-se e oa bet roet urzh d’e lazhañ gant an arme alaman. E miz Gwengolo 1993, goude tourioù-tan ar Maen, ar Gazeg hag ar Vein Zu, e oa bet lakaet tour-tan ar Forn da vont en-dro emgefre. Distreiñ a reas d’an douar-bras, da vat, an daou ward diwezhañ. Abaoe 2005 ez eus un aveldredanerez da reiñ tredan d’an tour-tan, ouzhpenn ar c’hefluskerioù dre c’hazeoul. Eus tour-tan Enez-Werc'h e vez pellgontrollet tour-tan ar Forn bremañ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. pe tour-tan ar Fourn, evel ma vez lavaret gant brezhonegerien Goueled-Leon
  2. distaget ar Fourn gant brezhonegerien ar c’hornad

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Louis Chauris, Construction d'un phare en mer : le Four au large d'Argenton, Les Cahiers de l'Iroise, niv. 211, 2010.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]