Tour-tan ar C'hreac'h

Eus Wikipedia
Tour-tan ar C'hreac'h
Map
Lec’hEusa, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 27′ 34″ N 5° 07′ 45″ W / 48.459508, -5.129278
Tour
Savet1863 Edit this on Wikidata
Dafarmaen Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1988 Edit this on Wikidata
Uhelder54,85 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor76,65 metr Edit this on Wikidata
Mammenn energiezhtredan-ti Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet Edit this on Wikidata
Gweladenniñar mirdi hepken
Annezetya
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ19 Kerzu 1863 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn70 metr Edit this on Wikidata
Kreñvder500 000 000 candela Edit this on Wikidata
Diraez32 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinal Fl(2) W 10s Edit this on Wikidata

Tour-tan ar C'hreac'h zo un tour-tan el lec’h anvet « ar C'hreac'h » (ar c'hrec'h, an uhelenn), e gwalarn enez Eusa, e Breizh. Unan eus kreñvañ tourioù-tan aodoù Europa eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E miz Kerzu 1863 e voe enaouet an tan kentañ e lein un tour ront 46,50 m uhelder. Anv a oa bet da sevel un tour-tan e kornôg Eusa abaoe amzer Vauban, e dibenn ar XVIIvet kantved.
  • E 1867 e voe staliet, e-kichen an tour-tan, ur bouder (korn-boud) a veze lakaet da vont en-dro gant ur manej kezeg.
  • E 1888 e voe tredanekaet ar gouleier. Hiziviken e voe taolet gant an tour-tan 2 vomm sked gwenn bep 10 eilenn. Kaset e voe al lampoù kozh da dour-tan ar Stif.
  • E 1939 e voe staliet lampoù nevez. Evel-se e teuas an tour-tan da vezañ an hini kreñvañ er bed.

Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tour ront eo, gant savadurioù en traoñ e stumm un U. Livet eo gant bandennoù gwenn ha du a-led. Seizh den a vez o labourat e-barzh, noz ha deiz. Aleshont e vez pellgontrollet meur a dour-tan all e departamant Penn-ar-Bed.

Abaoe 1988 emañ Mirdi an tourioù-tan hag ar balizennoù er savadur a zo e-harz an tour. Meret eo ar mirdi-se gant Park Naturel Arvorig. Ne c’haller ket gweladenniñ an tour.

Ur monumant istorel eo tour-tan ar C’hreac’h abaoe 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.