Tour-tan Tevenneg
![]() | |
![]() | |
Lec’h | Enez-Sun, Bro-C'hall |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1875 ![]() |
Dafar | maen ![]() |
Emgefreekaet | 7 C'hwevrer 1910 ![]() |
Uhelder | 11 metr ![]() |
Uhelder diwar live ar mor | 295 metr ![]() |
Oberater | Maritime Public Domain ![]() |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet ![]() |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Uhelder fokalenn | 24 metr, 28 metr ![]() |
Diraez | 12 mil-mor (gwenn), 9 mil-mor (gwenn), 6 mil-mor (ruz) ![]() |
Doareenn ar sinal | Q WR, Fl W 4s ![]() |
Tour-tan Tevenneg zo un tour-tan savet war ur garreg, Tevenneg, er gwalarn da Veg ar Raz. Karrezek eo an tour, dezhañ 11 metr a uhelder ha 2,40 metr a ledander. Savet e voe gant mein tennet eus an enezennig he-unan. Un ti-annez zo stag ouzh an tour-tan, graet evit ar gward hag e familh betek 1910.
Asambles gant tour-tan ar Wrac'h Vras e talvez da heñchañ ar bigi a dremen etre Beg ar Raz hag Enez Sun. E 1869 e voe kroget d'e sevel, dindan renerezh an ijinour Paul Joly, hervez ur raktres gant Léonce Reynaud, ha lakaet e voe da vont en-dro d'ar 15 a viz Meurzh 1875.
Emgefreekaet e voe kerkent ha miz C'hwevrer 1910, abalamour ma veze diaes kas gwarded di, gant ar rust ma vez ar mor eno.
E 1994 e voe staliet panelloù heol da gaout tredan en un doare emren. Skedoù gwenn a vez taolet gant an tour-tan, gwelet war-hed 9 mil-mor, ha sklaeriadoù ruz, gwelet war-hed 6 mil-mor[1].
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zarvoud fall zo c’hoarvezet e tour-tan Tevenneg.[2] Hervez ar vojenn e vefe marvet ur peñsead war ar garreg gant an aon daoust m’en defe klasket goulenn sikour ouzh ar bigi a dremene.
Mont a reas ar gward kentañ, Henri Guézennec, da foll pevar bloaz goude ma oa krog da labourat en tour-tan: klevout a rae mouezhioù o lavarout dezhañ mont kuit. Gant an eil gward, Alain Menou, e oa c’hoarvezet ar memes tra. Adalek 1910 ez eus marvet tost da zek den en tour-tan[2].
Labourioù reneveziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 2011 e klask an SNPB (Société Nationale pour le patrimoine des Phares et Balises) reneveziñ an tour-tan, erruet en ur stad fall. Abaoe 2015 emañ war roll ar Monumantoù Istorel e Penn-ar-Bed.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marine Traffic
- Phares de France
- Projet Tévennec - Société Nationale pour le Patrimoine des Phares et Balises
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1 mil-mor = 1 852 metr.
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) Le phare de Tévennec alias les portes de l'enfer.... Le Figaro Nautisme.