Tour-tan Penfred
![]() | |
| Lec’h | Fouenant, Frañs |
|---|---|
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Tour | |
| Savet | 1837 |
| Emgefreekaet | 30 Ebrel 1993 |
| Uhelder | 24,25 metr, 24,2 metr |
| Uhelder diwar live ar mor | 38 metr |
| Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
| Gweladenniñ | ne reer ket |
| Annezet | n’eo ket |
| Gouloù | |
| Enaouet evit ar wech kentañ | 10 Here 1837 |
| Uhelder fokalenn | 36 metr (ruz), 34 metr (gwenn) |
| Diraez | 21 mil-mor (ruz), 11 mil-mor (gwenn) |
| Doareenn ar sinal | Fl R 5s, Q W |
Tour-tan Penfred, pe Tour-tan Kreñv Penfred, zo un tour-tan savet war Enez Penfred, unan eus inizi Glenan, e Breizh. Un tour karrezek eo tour-tan Penfred, dreist ur savadur mein savet e-kreiz ur c'hreñvlec'h eus 1812. Pelloc'h en enezenn edo ti-annez gwarded an tour-tan.
Ken abred hag an XVIIIvet kantved e oa bet tud o c’houlenn ma vije savet un tour-tan en inizi Glenan, rak en amzer-se ne oa tour-tan ebet etre Beg Penmarc'h hag aber al Liger. E 1826 e voe divizet gant "Bodad an tourioù-tan" lakaat sevel un tanlec’h e biz Penfred. E 1836 e voe kroget gant labourioù an tour-tan, a voe savet gant mein tennet eus an enezenn, hag echuet e voent e 1838. D’ar 1añ a viz Here er bloaz-se e voe enaouet an tan e beg an tour.
Adalek 1937 e voe enaouet ar gouloù gant gaz e-lec'h tireoul. E 1951 e voe erlerc'hiet an tredan ouzh ar gaz. Abaoe miz Ebrel 1993 eo emgefreek an tour-tan ha kontrollet e vez gant ur skipailh tud a zo diazezet e Konk-Kerne.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ministrerezh ar Sevenadur, base Mérimée, fichenn niv. IA56000334
- Tour-tan Penfred e lec’hienn DIRM NAMO (Direction Interrégionale de la Mer Nord Atlantique-Manche Ouest)
- Fichenn e lec'hiennn DDTM 29
- Phares à travers le monde Skeudennoù
- Pennad "Au phare de Penfret", gant Jean Puloc'h
