Mont d’an endalc’had

Toulskiy Oroujeyniy Zavod

Eus Wikipedia
Logo an embregerezh.

Toulskiy Oroujeyniy Zavod (e rusianeg : Тульский оружейный завод, Uzin armoù Toula), anavezet dindan an anv TOZ ivez, zo un embregerezh armoù-tan rusian. Savet e voe da gentañ evel un arsanailh gant an tsar Pêr Iañ e 1712, e kêr Toula. Kemer a reas e anv a-vremañ goude donedigezh ar Soviedoù er galloud.

Etre miz Kerzu 1941 ha 1945 e rankas bezañ dilojet abalamour da aloubadeg ar vro gant an Trede Reich. En e istor e produas kalz armoù hiniennel bet standart en armeoù rusian ha soviedel. Ijinourien vrudet evel Fyodor Tokarev[1] ha Nikolai Makarov[2] a labouras ennañ ivez. Rostec'h zo perc'henn warnañ hiziv an deiz.

Armoù produet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez an armoù produet gant TOZ emañ da skouer :

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • un timbr a zo bet embannet e Rusia evit 300vet bloavezh an embregerezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Deskrivadur uzin armoù Toula (e rusianeg), skrivet gant Jozef Hamel, embannet e 1826, da lenn enlinenn war lec'hienn Levraoueg prezidantel Rusia (gwelet d'ar 25/11/2025)
  1. (en) SCHREIER Philip, The Classics: The Tokarev Handgun, Shooting Illustrated, 28/05/2024 (lennet d'ar 25/11/2025)
  2. (ru) Макаров Николай Федорович (09.05.1914 - 13.05.1988), war lec'hienn Mirdi Armoù Toula (lennet d'ar 25/11/2025)
  3. (fr) STENG E., La cartouche de 5,45x39mm pour AK-74, Cibles n° 654, miz Kerzu 2024, pp. 36-42
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan