Mont d’an endalc’had

Toull-bac'h Andersonville

Eus Wikipedia
Ur pennad Andersonville zo ivez.
Toull-bac'h Andersonville
war cemetery, National Historic Site, NRHP district, heritage site, kamp prizonidi vrezel
Deiziad krouiñ16 Here 1970 Kemmañ
Anv er yezh orinAndersonville National Historic Site Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadAndersonville Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°11′41″N 84°7′44″W Kemmañ
OberataerNational Park Service Kemmañ
Statud gladelNational Register of Historic Places listed place Kemmañ
Chomlec'h496 Cemetery Road, Andersonville, GA 31711 Kemmañ
Niverenn bellgomz+1-229-924-0343 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.nps.gov/ande Kemmañ
Accredited byAmerican Alliance of Museums Kemmañ
Map

Toull-bac'h Andersonville (anvet Kamp Sumter ivez), lec'hiet nepell diouzh Andersonville e Georgia, a oa ur c'hamp prizonidi vrezel dalc'het gant Stadoù Kengevreet Amerika e-kerzh pevarzek miz diwezhañ ar brezel diabarzh. An darn vrasañ eus al lec'h zo e gevred Kontelezh Macon, er reter da gêr Andersonville. An toull-bac'h a oa bet krouet e miz C'hwevrer 1864 hag implijet e oa bet betek miz Ebrel 1865. Andersonville National Historic Site eo anv al lec'h hiziv an deiz. Ouzhpenn ar c'hamp emañ Bered vroadel Andersonville ha Mirdi broadel ar brizonidi vrezel.

Al lec'h a oa bet renet gant ar c'habiten Henry Wirz, a voe barnet ha kondaonet d'ar marv dre groug goude ar brezel pa damalled torfedoù brezel dezhañ[1]. Dreistpoblet betek peder gwech e oa al lec'h, hag ouzhpenn-se ne oa ket aes da bourveziñ gant dour, berr e oa ar boued, hag an doareoù bevañ ne oant ket gwall yac'h. Eus ar 45 000 prizoniad brezel eus Lu an Unvaniezh bet dalc'het er c'hamp, tost da 13 000 (28%) a oa marvet. An darn vrasañ anezho a oa marvet gant ar skorbut, red-kof, ha flus-gwad.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Er bannoù-treset La prison de Robertsonville (1974) gant Lambil ha Cauvin eo bac'het ar serjant Chesterfield hag ar c'haporal Blutch en toull-bac'h hag a ra dave da hini Andersonville.
  1. ↑ (fr) John Keegan, La guerre de Sécession (troet diwar ar saozneg), Perrin, 2011, ISBN 978-2-262-03249-4, pp. 360-361