Touche pas à mon poste !

Eus Wikipedia
Cyril Hanouna, penn an abadenn

Touche pas à mon poste ! (TPMP) zo un abadenn skinwel C'hall skignet war C8 (D8 a-raok), sevenet gant H2O Productions. Tem diazez an abadenn a zo keleier ar skinwel hag ar mediaoù. Kinniget eo gant Cyril Hanouna eus al lun d'ar gwener noz (raloc'h gant Julien Courbet ar gwener). Implijet e vez kalz ar fent en abadenn met alies ez eus bet savet tabutoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titl an abadenn a zo ur c'hoari ger diazezet war lugan SOS Racisme, « Touche pas à mon pote », Cyril Hanouna, stourmer ar gevredigezh-se en devoa goulennet gant Dominique Sopo prezidant al luskad ma oa tu e implij ar pezh a oa bet aotreet. Kinniget gant Cyril Hanouna harpet gant ur strollad animatourien, an abadenn a ginnig da dabutal war abadennoù all ar skinwel pe war an tabutoù a sav er skinwel. Kinniget e vez da arvestiñ filmigoù tennet eus abadennoù skinwel all pe eus ar rouedad. E-pad ar rubrikennoù eus an abadenn e vez savet c'hoarioù lies gant an animatourien hag an dud bet pedet. An dud pedet a zispleg o buhez, o obererezhioù.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo an abadenn evit lakaat da sevel tabutoù alies.

Animatourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]