Toquinho

Eus Wikipedia
Toquinho
luc'hskeudenn ouzh golo an albom
Son Demasiados Los Peligros De Esta Vida (Vinicius - Toquinho).

Toquinho (Antonio Pecci Filho diouzh e anv gwir), bet ganet d'ar 6 a viz Gouere 1946 e São Paulo, a zo ur c'haner-sonaozer ha gitarour brazilian.

Dre ma oa bihan-bihan pa oa yaouank, e vamm a rae meu toquinho de gente (ma zamm a zen) anezhañ hag alese e teuje e anv arzour sañset.

Anavezet-mat eo e metoù ar sonerezh evit bezañ bet kenlabouret gant ar barzh brazilian Vinícius de Moraes e-pad ul lodenn vras eus e vuhez.