Mont d’an endalc’had

Tony Felloni

Eus Wikipedia
Tony Felloni
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanTony Kemmañ
Deiziad ganedigezh1943 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDulenn Kemmañ
Deiziad ar marv22 Ebr 2024 Kemmañ
Lec'h ar marvDulenn Kemmañ
Micherhoulier Kemmañ

Anthony Felloni, ganet Anthony Carroll d'ar 6 a viz Genver 1943 hag aet da Anaon d'an 22 a viz Ebrel 2024, a oa ur gwerzher heroin, un houlier, ha torfedour a-vicher iwerzhonat. Lesanvet "King Scum" gant ar mediaioù, Felloni a oa deuet da vezañ un dudenn gwallvrudet er bloavezhioù 1980 ha 1990, rebechet e oa dezhañ da vezañ degaset sammadoù ramzel heroin e Dulenn ha bezañ bet neuze mammenn ar c'hentañ remziad tud drammet gant an heroin e kêr. Da gentañ e oa bet un houlier ha drouktuner, Felloni a oa troet goude-se d'ul laer, a-raok mont gant hent ar gwerzhañ ha trafikañ dramm e kêr Dulenn. Echuet e oa bet e vuhez torfedour pa voe kondaonet da ugent vloaz toull-bac'h e 1996.

Felloni a oa bet ganet e Dulenn d'ar 6 a viz Genver 1943 an tad a oa Ronaldo Felloni, un envroad sikilian,[1] hag ar vamm a oa Anne Carroll.[2] E dud na oant ket dimezet, roet e oa bet dezhañ anv ar vamm, ha graet e oa Anthony Carroll eus outañ. E 1969 eo en doa choazet implij anv e dad.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Williams, Paul (24 April 2024). Few will mourn despised drug dealer Tony Felloni: Community knew man who flooded capital with heroin as 'King Scum'
    (en)
    .
  2. Reynolds, Paul (1998). King Scum: The Life and Crimes of Tony Felloni - Dublin's Heroin Boss. Dublin : Gill & McMillan. ISBN 978-07171-3748-0.