Tonton Macoute
| Rann eus | National Unity Party |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1959 |
| Anv er yezh a orin | Tonton Macoute, Tonton Makout |
| Diazezer | François Duvalier |
| Stad | Republik Haiti |
| Sez sokial | Port-au-Prince |
| Deiziad divodañ | 1986 |
Tonton Macoute a oa anv izili ar Volontaires de la Sécurité Nationale (VSN) en Haiti etre 1958 ha 1986. Savet e oa bet an aozadur damsoudardel ha polis kuzh diwar patrom ar bezenoù faskour, goude un arnod taol-stad a-enep ar prezidant François Duvalier d'an 29 a viz Gouere 1958[1], hag implijet e voe da c'houde gant e vab Jean-Claude Duvalier betek diskar ar renad e 1986.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo an Tonton Macoute war un dudenn hengounel haitian, ur peizant kozh gwisket e glas hag e ruz, hag ur sac'h-skoaz bras anvet "macoute " gantañ. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ kevatal d'ar Bonhomme sept-heures e Kebek pe d'ar Père Fouettard e Bro-C'hall, da larêt eo un dudenn skrijus ijinet evit spontañ ar vugale.
Ganet diwar veno Duvalier evit "lakaat pep Haitian da vezañ difennour an Dispac'h", ar VSN a voe krouet evit aozañ surentez ar prezidant, ha stummet gant ar CIA en deroù. Met treiñ a reas buan war-zu ur polis politikel prevez prezidantel : paeet e oant war-eeun gant François Duvalier (lesanvet "Papa Doc", un dudenn all eus an hengoun Vodou). An holl wirioù a oa gant an Tonton Macoute, hag a spontas ar boblañs haitian e-pad renad Duvalier hag e vab. Dalc'het e vez soñj anezho evit bezañ torret gwirioù mab-den hag evit o zorfedoù chivous liesseurt (muntroù, jahinerezh, harzadegoù, gwalladennoù hag all).
Goude diskar diktatouriezh Duvalier, an Tontons Macoutes kozh a gemmas en ur seurt klann levezon aozet e rouedad : an izili bet a zeuas da vezañ skoazellerien an arme pe politikourien "neo-duvalier". Muntroù liesseurt a voe tamallet dezho, a-enep skoazellerien ar prezidant nevez Jean-Bertrand Aristide[2] e 1993 dreist-holl. Deuet eo "Makoutegezh" da vezañ un droienn implijet evit envel ar renadoù politikel breinet ha feuls a-enep enebourien-stad ha siviled.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Duvalieregezh
- Luckner Cambronne
- Max Adolphe
- Istor Haiti
- Skouadron ar marv
- Lazhadeg Gousperoù Jeremia
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Charles, Etzer (1994). Le pouvoir politique en Haïti de 1957 à nos jours, Karthala. pp.168-172 p.
- ↑ Les héritiers des Tontons macoutes en Haïti, 1993-11-04 fr (fr).