Tonkadur
| Tonkadur | |
|---|---|
Henry Siddons Mowbray, 1896 | |
| Meizad | |
| Heñvelster | Planedenn |
| Tost ouzh | Prenndenn, Diougan |
| Studiet gant | Prederouriezh |
Tonkadur, pe planedenn, zo un hentad darvoudoù termenet a-gent[1]. Ur galloud uheloc'h eget ar youl denel a vo enrollet gantañ red an darvoudoù. Istor un den, ur gevredigezh, an denelezh a-bezh pe an hollved a vije skrivet en a-raok ha ne vije ket kemmet gant youl mab-den[2].
Darvoudoù e buhez un den a vez gwelet evel termenet en a-raok gant galloudoù uheloc'h pe degaset dre zegouezh, ha dre-se en tu all da c'halloud an hinienn[3].
Prederouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er stoikegezh e talvez an tonkad (fatum stoicum) an heuliad eus an holl abegoù hag efedoù (nexus causarum) a ziviz aozadur an hollved a-bezh (anvet Kosmos) dre e renkañ en un doare ret hervez al lezennoù skiantel a ren anezhañ hepken : an darvoudoù gwirion ne dleont netra d'ar chañs met bez' int disoc'h reizhel abegoù a-raok, hag a zeu o-unan eus abegoù a-raok, et caetera.[4]
Anvet e vez ivez Natur, pe c'hoazh Logos, Doue, pe Providañs, termenoù heñvelster er reizhiad stoikel. Ar soñj determinist-se eus an hollved a lakaas enebourien ar stoikegezh da lakaat anezhañ da vezañ tonkelouriezh. Koulskoude e voe nac'het ar c'hrennlavaroù-se gant Chrysippus Soli, ha da c'houde gant an holl brederourien stoikel a zeuas war e lerc'h.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Lisa Raphals (2003). Philosophy East and West. University of Hawai'i Press. pp. 537–574.
- ↑ (fr) Dictionnaire de l'Académie française, pennad-skrid Destin, dictionnaire-academie.fr
- ↑ (de) Schicksal : Rechtschreibung, Bedeutung, Definition, Herkunft [tonkadur : reizhskrivadur, ster, termenadur, orin], www.duden.de, 14/05/2025.
- ↑ (fr) Conche, M. (1992). que le destin n'est pas : discussion de la conception stoïcienne du destin. Temps et destin (p. 51-65). Presses Universitaires de France