Toni Breidinger
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Toni |
| Anv-familh | Breidinger |
| Deiziad ganedigezh | 14 Gou 1999 |
| Lec'h ganedigezh | San Francisco |
| Micher | blenier redadegoù kirri, model |
| Bet war ar studi e | Mercy High School |
| Lec'hienn ofisiel | https://tonibreidinger.com |
Antoinette Marie Breidinger, ganet d'ar 14 a viz Gouhere 1999, zo ur rederez stock car ha top model stadunanat. Keveziñ a ra a-vicher en NASCAR Truck Series, o vleniañ an Toyota Tundra TRD Pro niverenn 5 evit Tricon Garage. Orinoù libanat hag alaman he deus, hag ar c'hentañ maouez stadunanat-arab eo da geveziñ en NASCAR.
Desavet en Hillsborough (Kalifornia), Breidinger a oa kroget da redek gant go-kartoù pa oa-hi nav bloaz. Goude pemp bloaz o redek gant ur go-kart e oa aet en USAC Western US Asphalt Midget Series pa oa hi 15 vloaz e 2014. Trec'h he oa bet er c'hampionad daou vloaz war-lerc'h. Dilojet e oa da North Carolina ur wech echuet ar skol-veur ganti e 2017. Kroget e oa da redek e redadegoù open-wheel ha stock car. E 2021 e oa kroget gant pevare live an ARCA Racing Series, o redek gant ur Venturini Motorsports evit darn eus he amzer en ARCA. E-doug pevar bloaz koulzadoù ARCA eo bet peder gwech en top-pemp ha 27 gwech en top-dek. E 2025 eo tremenet leun amzer en trede live eus an NASCAR Truck Series o redek evit Tricon Garage.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel