Mont d’an endalc’had

Tomografiezh jedet

Eus Wikipedia

Gant ur skanner tomografiezh jedet (e saozneg : CT Scan, Computed Tomography) e vez studiet an empenn, an eskern, kest ar brusk pe an tor. Klask a ra ar skanner direizhderioù n'int ket gwelus war radiografiezhioù boutin pe gant ekografiezhioù. Gantañ e c'haller :

  • lakaat bilimadurioù, flusoù gwad, gwerblennoù, krangennoù, nozel, yuzh war-wel.
  • lec'hiañ resis benvegennoù-korf.
  • spisaat treug ur wazhenn.

Ar skanner Tomografiezh Jedet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ar skinoù X gant ar skanner tomografiezh jedet. Savet e vez skeudennoù eus korf ar c'hlañvourion e darnoù tanav, gant ur gorzenn skinoù X hag a boltred ar c'hlañvour. N'eo ket a-varv ar gorzenn skinoù X met treiñ a ra en-dro d'ar c'hlañvour, e-barzh kelc'h ar mekanik-skann. A-drugarez d'un urzhiataer galloudus-tre e vez jedet ha graet skeudennoù eus diabarzh korf ar c'hlañvour. Da c'houde e vez moullet ar skeudennoù-se war ur film a-benn bezañ studiet. Peurliesañ e vez strinkellet un dourel iodet er c'hlañvour a-benn gwellaat doare ar skeudennoù. Ar produ iodet a c'hall bezañ strinkellet dre ar wazh, lonket pe lakaet dre ar fraezh.

Ar mekanik a zo lodennet gant ur c'helc'h ennañ ar gorzhenn skinoù X, hag ur gouskedenn a vo gourvezet warni ar c'hlañvour, hag a vo lakaet e kreiz ar c'helc'h.