Tokio Hotel

Eus Wikipedia
Sonerien Tokio Hotel, e 2010

Tokio Hotel a zo ur strollad sonerien rock alaman en deus graet berzh bras, en o bro c'henidik da gentañ (ouzhpenn 3 milion a bladennoù gwerzhet), koulz hag en Europa a-bezh hag e SUA, e 2006.

Tokio Hotel en deus dibabet an anv-se peogwir e plije kalz da Vill, Tom, Gustav ha Georg ar gêr vras hag e klaskent un anv ne sonfe ket alamanek. Liammet eo o anv ivez ouzh o c'hoant da veajiñ. Tokyo zo ur gêr-benn binvidik ha plijus evito.

Bill a skriv ar c'hanaouennoù e-unan. Ar re all a ra war-dro ar sonerezh. E-barzh e ganaouennoù, Tokio Hotel a gomz eus o freder en un doare frank.

Bill ha Tom Kaulitz 'zo gevelled ha ganet int bet d'ar 1, a viz Gwengolo 1989.
Gustav 'zo ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1988.
Georg 'zo ganet d'an 31 a viz Meurzh 1987.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Schrei (2005)
  • Zimmer 483 (2007)
  • Scream (2007)
  • Humanoid (2009)
  • Kings of Suburbia (2014)
  • Dream Machine (2017)