Mont d’an endalc’had

Tokarn Adrian

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Un tokarn troadegiezh Adrian M1915 implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ.

An tokarn Adrian M1915 hag e adstummoù a voe tokarn reoliek kalz soudarded eus troadegiezh an arme c'hall etre 1915 hag an Eil Brezel-bed.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar Brezel-bed Kentañ e oa pourveziet ar soudarded c'hall gant kepioù glas ha ruz, e lien. Gant deroù brezel an trancheoù, e miz Kerzu 1914 ha mizioù kentañ 1915, hag implij stankoc'h ar c'hanolierezh, merzet e voe e oa tizhet o fennoù e 75% eus gloazadennoù ar soudarded c'hall[1], hag e oa marvus 80% anezhe. E 1915 e voe roet cervellières d'ar soudarded, anezhe pezhioù metalek ront ha plaen da lakaat er c'hepi, met ne oant ket efedus a-walc'h evit gwareziñ ar stourmerien[2].

D'an 21 a viz Mae e voe dibabet un tokarn metalek, etre 670 ha 750 gram anezhañ. Ne oa ket bet soñjet evit herzel ur boled da skouer, met evit diheñchañ an tarzhoù obuz bihan, a-drugarez d'e erienoù ha d'e gribenn. Livet e oa e glas, evel pezh-lifre nevez ar soudarded. 1.600.000 a skouerennoù anezhañ a voe urzhiet d'an uzinoù Japy Frères, e Pariz hag e Beaucourt (e-kichen Belfort), e-lec'h ma laboure Louis Kuhn, en doa sikouret da dresañ an tokarn[2]. An ofiser Louis Adrian a reas war-dro an urzhiañ, ha chom a reas e anv evit envel an tokarn. 3.125.000 skouerenn anezhañ a oa e servij en arme c'hall e 1916. Gwellaet e voe e-pad ar brezel evit chom hep lugerniñ en heol ; a-raok e oa pourveziet ar soudarded gant ur pezh lien da lakaat war an tokarn evit chom hep bezañ gwelet a-bell[3].

Goude ar brezel e voe kemmet c'hoazh. Ur stumm hep erien na gribenn a voe savet da skouer evit an ekipajoù tankoù. Ar stumm diwezhañ, anvet M1926, dezhañ ul liv kaki[1], a chomas e servij en arme c'hall betek emgann Bro-C'hall e 1940[2]. An archerien, hag unvezioù zo eus ar polis gall, a voe pourveziet gantañ betek ar bloavezhioù 1970. Ur stumm liv an arc'hant a voe implijet gant ar bomperien c'hall betek ar bloavezhioù 1980[1].

  1. 1 2 3 (fr) Titouroù diwar-benn an tokarn, fichenn savet gant Mirdi an Arme (Pariz) (lennet d'an 19/09/2025)
  2. 1 2 3 (fr) Le casque Adrian, Archives du Pas-de-Calais (lennet d'an 19/09/2025)
  3. A-stroll, Ar Brezel bras, kenurzhiet gant Hervé Paudecerf, TES, 2015, 128 p., ISBN 978-2-35573-158-7