Tokarn
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Un tokarn, pe tok-houarn, zo ur pezh dafar hiniennel, ur pezh eus un houarnwisk pe un aveadur gwarez hiniennel, e bal gwareziñ penn an hini a wisk anezhañ diouzh gloazadennoù en e benn. Gellet a reont bezañ implijet gant soudarded, sportourien, pe tud hag a labour e endroioù dañjerus.
E metal e oa savet an tokarnioù kentañ ; hiziv-an-deiz int graet gant plastik pe gant danvezioù kemmesk. Teir lodenn a ya d'ober un tokarn peurliesañ :
- ar gwiskad diavaez, kalet, a warez diouzh ar stokoù ;
- ur gwiskad e spoue kalet, a c'hall bezañ distummet pa vez skoet ouzh an tokarn ;
- ur gwarnisadur e spoue blot, evit ma vefe sasun ha stabil an tokarn.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ un nebeud skouerioù eus tokarnoù ; diglok eo al listenn, evel-just.
- Tokarnoù brezel
-
Kreta, 1600–1500 ktJK
-
Henc'hres 1400-1500 ktJK
-
Kórinthos, c. 650 ktJK
-
Kórinthos, 500 ktJK
-
Chalkís, 500 ktJK
-
Henc'hres, 450–425 ktJK
-
Boiotia, 400-300 ktJK
-
Illyria, 400-300 ktJK
-
Trakia, 400-300 ktJK
-
Gallia, 350 ktJK
-
Attika, 350-300 ktJK
-
Frygia, 350-300 ktJK
-
Henroma, Iañ kantved
-
Henroma
-
Iran, 600-700
-
Italia, 1400-1500
-
Alamagn, 1400-1500
-
Impalaeriezh otoman, c. 1550
-
Alamagn, 1500-1600
-
Japan, 1800-1900
-
Madagaskar, 1850-1900
-
Alamagn,1907-1913
-
Japan, Eil Brezel-bed
-
Trede Reich, Eil Brezel-bed
-
SUA, 2004
- Tokarnoù labour
-
SUA : pomper, 1893 (dir ha lêr)
-
SUA : astraerez, 2011
- Tokarnoù sport
-
Marc'h-tan, 1899
-
Skiañ (kleiz) ha bolc'haskellañ (dehou), 2005
-
Marc'h-tan, 2007
-
Hurling, 2007
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- tokarn kelt ;
- tokarn Adrian, gwisket gant an arme c'hall e hanterenn gentañ an XXvet kantved ;
- Pickelhaube, tokarn alaman eil hanterenn an XIXvet kantved ha deroù ar Brezel-bed Kentañ ;
- tokarn Witcham Gravel ha tokarn Nijmegen, tokarnioù roman eus ar Iañ kantved ;
- tokarn marc'h-houarn ;
- tokarn marc'h-tan.