Mont d’an endalc’had

Toaz-frouezh

Eus Wikipedia
toaz-frouezh
Iskevrennad eusboued Kemmañ

Toaz-frouezh[1] zo toaz graet gant frouezh poazhet gant sukr, ha pektin a-wechoù. Troc'het e vez e karrezioù pe hirgarrezioù evit kaout madigoù anvet toazennoù-frouezh.

Da gentañ e oa un teknik evit mirout bouedenn ar frouezh, alese e anv a « goñfitur sec'h ». Ijinet e vefe bet en Xvet kantved, hag ar menegoù skrivet kentañ eus aozañ toaz-frouezh a savfe da greiz ar XVvet kantved, tro Clermont-Ferrand en Aovergn[2].

Toazennoù-frouezh fardet e Saulcet en Aovergn.

A bep seurt frouezh a vez implijet : avaloù-stoub, abrikez, avaloù, agrum, prun, hag all. Gwelloc'h eo pa vez fresk ar frouezh. A-drugarez d'ar sukr eo miret ar frouezh lakaet da yod. Pa vezz poazhet e tle ar meskad-se mont tevoc'h hep karamelaat. Goude bezañ sec'het e-pad daou pe dri deiz e vez divoullet, troc'het e stummoù geometrek ha ruilhet er sukr strink.

Rankout a ra an toaz-frouezh kaout div drederenn a frouezh da nebeutañ.

  1. ↑ TermOfis
  2. ↑ Confiseries d'Auvergne. Pâtes de fruits, fruits confits, chocolats et autres sucreries. 1400-2000. gant Nikita Harwich, Carnets patrimoniaux du Puy-de-Dôme 6, e-barzh Études rurales, 2000, (ISBN 0014-2182).