Mont d’an endalc’had

Tirlu roueel Prusia

Eus Wikipedia
tirlu roueel Prusia
Lu
Rann eusTirlu Impalaeriel alaman Kemmañ
Deiziad krouiñ1701 Kemmañ
LealdedTiegezh Hohenzollern Kemmañ
Organ kelaouiñMilitär-Wochenblatt Kemmañ
BroRouantelezh Prusia Kemmañ
Sez sokialPotsdam Kemmañ
Deiziad divodañ1919 Kemmañ
IstorQ62605905 Kemmañ

Arme roueel Prusia (1701–1919, alamaneg : Königlich Preußische Armee) e oa tirlu Rouantelezh Prusia. Deuet e oa da vezañ pouezus evit diorroadur Prusia evel nerzh milourel ha politikel en Alamagn hag en Europa.

Gwiriziennoù Tirlu roueel Prusia a oa e nerzhioù goprsoudarded Brandenburg-Prusia e-kerzh ar brezel Tregont Vloaz eus 1618 da 1648. An dilenner Friedrich Wilhelm (1620–1688, o ren e 1640–1688), en doa diorroet an nerzh en ul lu a-vicher, hag ar roue Friedrich Wilhelm I (1688–1740, o ren e 1713–1740), en doa uhelaet a-galz an niver a soudarded hag adlabouret da vat an doktrinoù milourel. Ar roue Frederig Veur (1712–1786, o ren e 1740–1786), hag a oa ur penn milourel ampart, a oa bet e penn an nerzh lu dibar hag a oa bet trec'h alies en XVIIIvet kantved e-kerzh brezelioù Silezia, ha deuet e oa a-benn da lakaat al lu da vezañ enoret ha gwelet evel un nerzh hag a gonte en Europa.